*               Degemer mat e Breizh, Degemer mat e Plouha, Degemer mat war

 

AL LEC’HIENN

Kempenn diwezhañ : 07/12/14

 

 

              Bienvenue en Bretagne, Bienvenue à Plouha, Bienvenue sur

 

LE SITE

Dernière mise à jour : 07/12/14

 

Kalon Plouha zo ur gevredigezh a zo he fall difenn ha kas war-raok hon endro, koulz sevenadurel, ha koulz naturel. Bet e oa o stourm ouzh an adlodennañ gouez ha diroll d’ar mare ma oa diouzh ar c’hiz diskar an holl gleuzioù en hor bro. Hiziv an deiz e kas he stourm kentoc’h war dachenn ar preder, ar yezh hag ar sevenadur. Kentelioù brezhonek, brezhoneg, gouelioù, sonadegoù, kanaouennoù, kerzhadennoù, staj brezhoneg e-pad an hañv, kig-ha-farz, krampouezh, ya d’ar brezhoneg, ofis ar brezhoneg, santez Twin, Santez Twina, Dwinenn. Kalon Plouha a pour but de préserver et d’assurer la promotion de notre environnement, tant culturel que naturel. Elle avait lutté contre le remembrement sauvage et fou quand c’était la mode d’abattre les talus de notre pays. Actuellement elle mène plus un combat de fond au niveau philosophique, linguistique et culturel. Des cours de breton, du Breton, langue bretonne , fêtes, concerts, chansons, promenades, randonnées, stage de langue bretonne à Plouha pendant l’été, kig ha fars, crêpes, Ya d’ar brezhoneg, ofice de la langue bretonne, sainte Twina, Touina, Douenenn, Dwinenn. Sellit aze daou zegouezh a-bouez en istor kozh Breizh hag a c'hoarvezas e Plouha pe er vro e-kichen. Mister Kozh Sant Gwenole (An buhez Sant Gwenole abat kentaf eus a Landevennec) Skrivet e oa bet ar Mister-mañ e 1580 met an istor anezhañ zo da vezañ lakaet war dro 500. Adskrivet e oa bet e 1716 gant Dom Pelletier hag adkavet, nevez zo, e 1935 gant Emile Ernault. 1278 gwerzenn, pep a 8 pe 12 silabenn zo o vont d'ober ar pezh-c’hoari enklotennet-mañ. Fragan (Sant-Paeron Ploufragan - 22) hag e wreg o treuziñ ar mor adalek Enez Vreizh (Breizh-Veur a-vremañ) zo erruet e Breheg e-kichen Plouha, maz int degemeret gant o c’henderv Gradlon, roue Kêr-Iz. Klemm a reont diwar-benn ar pezh a zo c'hoarvezout en Enez Vreizh abaoe m'eo bet aloubet gant ar Saozon, ha goulenn bod digant Gradlon. A galon digor eta int degemeret gantañ. Ur mab a zeuio dezho neuze, Gwenole an hini eo Diouzhtu goude e-barzh ar pezh-c'hoari, e vez gwelet Sant Gwenole, deuet da veleg, o prezeg ouzh e eontr : emañ o kenteliañ anezhañ diwar follentez ar bed-mañ. Neuze e ro hennezh, evel pinijenn, profoù e-leizh da Wenole ha d’e abati. En desped da gement-se e tamall taeroc’h c’hoazh Gwenole ouzh Gradlon na vezañ ket ur roue mat, ha war-lerc'h e tiougan, skoazellet gant e eontr, da dud Kêr-Iz liñvadenn o c’hêr, met den na selaou anezho. Diouzh ma oa bet diouganet kentoc'h, beuzet eo Kêr-Iz met saveteet eo Gradlon gant harp Gwenole. Diwar neuze ez aio Gradlon war e leve en ur manati. E dibenn ar pezh-c’hoari, emañ Gwenole o hir zivizout gant ar werc’hez Vari, a-raok seveniñ burzhudoù e-leizh (adsavidigezh unan varv...) ha neuze pediñ an holl arvesterien da veuliñ Doue a-gevret gantañ. Ahez merc’h Gradlon eo Dahud evit Albert Legrand (s.o Gwenhudw, korrigan an dourioù e Kembre.) Gwerz Kêr Is savet gant Olier Souetr e 1850 zo deuet abaoe el lennegezh dre gomz, hag ur bern roudoù eus ar vojenn-mañ a vez kavet e-mesk ar bobl e Breizh. Anavezetoc'h eo en deizioù a hiziv ar werz bet savet diwarnañ gant Olier Souetr eget ar Mister e-unan. Koulskoude ez eus amañ un elfenn a-bouez-bras evit brud vat hor bro er bed a-bezh : Mojenn Kêr-Iz an hini eo ! Ha bremañ e c'houlennan diganeoc'h : "daoust hag-eñ e vije bet eus ar vojenn espar-se ma ne vije ket bet eus Plouha ?" Petra a ouzomp diwar-benn Santez Twina e 2003 ? Santez Twina ar mor e BreizhEnt-kefridiel, da lavaret eo en un doare "ofisiel", a-hed ar c'hantvedoù diwezhañ, eo bet anavezet ar chapel-mañ dindan anv chapel "Sainte Eugénie". Biken n'eo bet meneget anv Santez Twina en dielloù, niverus a-walc'h evelkent abaoe ar XVvet kantved, hervez René Couffon ("Quelques notes sur Plouha, 1929, adembannet gant Expression, 1990). Ha koulskoude setu penaos e krog Gwerz Santez Eujeni : "Buhez pe gwerz Santez Eujenia mui anavet dre an anv Santez Thouin ar mor." Bev eo anv Santez Twina c'hoazh e eñvor tud porzh-mor Brec'heg, Lannloup ha kêriadennoù Plouha tost d'ar chapel. Meneget e vez hec'h anv e-kerzh pardon ar chapel a vez lidet e miz Eost bremañ. Betek mareoù diwezhañ ar pardon kozh a veze lidet araok an hañv gant tud vihan ar vro e veze enoret Santez Twina kentoc'h eget Santez Eujeni er chapel-se ("La Chapelle de Sainte Eugénie en Plouha", Louis Dagorn, Les carnets du Goëlo N°10-1994). Hervez Per ar Saoz (genidik eus Brec'heg) pa veze lavaret Santez Ujeni gant unan bennak dirak e dud e veze resisaet "Santez Twin" diouzhtu ganto (Al Liamm, 1995, 290/291). Koulskoude eo sklaer e kouezho kehelerezh Santez Twina amañ e Plouha e toull don an ankounac'h a-benn nebeut ma ne vez ket degaset en-dro istor he buhez da soñj an dud. N'eo ket perzhioù he feunteun sakr, gouest da bareañ ar c'hleñvedoù skouarn hervez ar brud met gwallgaset gant hentennoù al labour-douar arnevez, a c'hello delc'her bev anv Santez Twina e speredoù an dud. Ha koulskoude, nag a vurzhudoù en istor Santez Twina. Hini ar yaouankiz e oa he fardon. Hervez Goulc'han Kervella ("Mezegiezh ha lennegezh e brezhoneg en XIXvet kantved") e veze pedet ivez Santez Twina evit ar brazezded diaes hag evit distanañ d'ar poanioù hag an ankenioù. O vont da gouezhañ en he foull e oa ar chapelig war lerc'h ar brezel diwezhañ. Ma'z eo bet saveteet ar chapel diouzh he diskar gant tud a youl vat abaoe, n'eo ket bet peurechuet al labour c'hoazh peogwir estreget ar mogerioù a ya d'ober ur chapel. Saveteiñ n'eo ket salvel ! Hon dlead a-stroll eo he rentañ d'he endro ha d'he ferc'henn anavezet a viskoazh. E Bro Sant-Maloù e vez enoret Sainte Ouine ivez ; e Mordreuc (Pleudehen) ez eus ur chapel war hec'h anv. Daoust d'an heñvelderioù a ra eus an div Santez hini an dud a vor n'eo ket bet kadarnaet c'hoazh hag ez eus unan hepken diouto o div. Ar pezh a zo anat dimp (evel ma oa da Anatol Ar Braz ha da Loeiz Dagorn) ne ra hon Santez Twina eus Plouha nemet unan gant Santez Douenwenn, enoret e Kembre.Ezhomm hon eus bremañ da c'houzout da vat piv e oa Santez Twina ar mor, hag istor he vuhez. Santez Dwinenn e KembreEnoret e vez Santez Dwinenn e Kembre d'ar 25 a viz Geñver en un doare a zere muioc'h dezhi eget hon hini amañ e Breizh. Maeronez an amourouzien eo. Embannet eo bet hec'h istor e brezhoneg e-barzh Bretagne Hebdo (22-28/01/03) gant K. Keruhel. Bevañ a reas er 5vet kantved hag ur briñsez e oa. E karantez e oa gant Maelon hag hemañ a oa e karantez ganti. Koulskoude ne felle ket dezhi dimeziñ gantañ. Diaes e oa terriñ d'e c'hoant dimeziñ dezhañ koulskoude ha ret e voe dezhi fardañ un enep-c'hwistantin (ur aozad kontrol d'an hini kemeret gant Tristan ha Izold !) Llanddwyn e Kembre Re greñv e voe an died ha skornet e voe da vad ar paour kaezh Maelon ! Strafuilhet ken ha ken gant ar pezh a c'hoarveze e pedas c'hwek Douenwenn gant tri mennad : 1) ma vije diskornet Maelon, 2) Ma vije disammet kement gwir amourouz diouzh bec'h ar garantez, pe dre lakaat an div galon a unan, pe dre derriñ ar gwall garantez a ve da unan hepken, 3) ne vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Da c'houde ez eas da vevañ war un enezennig distro e hanternoz Kernev. Porthddwyn e Kembre zo dediet dezhi hag un iliz e Kernev-Veur. Bremañ e ra berzh Gouel Santez Dwynenn e Kembre mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ bleunioù, chokolad, ha loaioù karantez da geñver an deiz-se. Kalzig a gartennoù a vez kaset ivez. FEUNTEUN SANTEZ DWINENN "Ni ivez hon eus, e Breizh Izel hon Santez Twina. Bez he deus he chapel e Bro-Oueloù e parrez Plouha. Enoret e vez dindan anv Santez Twina ar Mor" eme Anatol ar Bras e-barzh "Les annales de Bretagne, miz Kerzu 1892." Treiñ a reas e brezhoneg ha galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues. Chapel Santez Ujeni pe Santez Twina e Plouha(lakaet e brezhoneg gant Per ar saoz diwar skrid Loeiz Dagorn)E-kichen porzh-mor Breheg e parrez Plouha, n'em gav ur chapel en enor da Santez Ujeni pe Ujenia, hervez ar veleien, met a-viskoazh eo bet anvet gant ar bobl "chapel Santez Twin ar mor", skrivet ivez Twyna, Twynen. Evel Loeiz Dagorn, aozer ar pennad-mañ, ez on bet ganet tost da Vreheg, ha pa oamp krennarded, hon eus klevet alies hon zud o komz eus Santez Twin, ha ma vije lavaret "Santez Ujeni" dirazo, kerkent e resisaent "Santez Twin". Va mamm-gozh am c'hase bihanik-tre ganti bep bloaz da bardon Santez Twin. Santez Ujenia pe Santez Twin, div santez eta evit an hevelep chapel. Ur gudenn ! d'he dirouestlañ, diskleriadurioù iskis zo bet ijinet. Hervez lod n'e oa Twina ken met un adstumm (ul lesanv) eus Ujeni. Lod all a soñj dezho en defe, goude an dispac'h, ur seurtanvet aotrou Touin degaset da Blouha relegoù Santez Ujeni ha lakaet sevel ur chapel evit o gwaskediñ. Tud ar vro avat n'o doa ket kalz a zoujañs ouzh ur Santez na oa ket eus Breizh, ha setu perak ne raent ket "Santez Ujeni" diouti, met "Santez an aotrou Touin" deuet buan eta da vezañ "Santez Twin" ha mat pell 'zo. Sed aze bepred ar pezh a gaved er werz hir a oa bet embannet e Lannuon gant tad Charlez ar Goffig diwar-benn hor Santez : "Buhez pe werz Santez Ujenia mui anavet dre an anv Santez Twina ar mor..." Hervez Jakez a Vorajin, un dominikan, arc'heskob Jenoa en XIIIvet kantved, Ujenia a oa bet ganet e Roma e deroù an IIIvet kantved. Anvet e voe he den-jentil a dad da brefed e Aleksandria. Deuet da vezañ kristen e voe badezet hag e c'houllas mont da abadez e-barzh ur manati, hag e 257 e varvas, gwerc'hez ha merzherez. Er chapel e weler delwenn Ujenia gant ur vazh eskob. Sed aze an doare ofisiel a zo gant an Iliz. Met perak eta e veze anvet "Twina" ar Santez-se gant tud vunut eus ar bobl a oa ar brezhoneg yezh o c'havell ? Enoret e veze ganto ha deredek a rae an dud eus a bell d'he fardon. E-barzh ar werz rakveneget e kaver anv an aotrou Touin evel ur madoberour kalonek, e anv gwirion Grimault. E holl vadoù en defe hennez roet dre destamant e 1643, da lakaat sevel ar chapel. Unan a n'anaveze tamm brezhoneg ebet a lavaras ur wech : skrivet e veze "Ouin" evit "Eugénie" e brezhoneg, ha dre ma ne zegouezhe ket mat "Santez Ouin" da zivskouarn brezhonek e veze ouzhpennet un -t- dre gomz, ha dre skrid da c'houde. Anatol ar Bras (1859-1926) a zegasas ar respont o treiñ e brezhoneg hag e galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues : "Feunteun Llandwynen". "Ni ivez emezañ hon eus e Breizh-Izel, e Plouha hor Santez Twina". "Llan" a dalv kement ha "parrez" e kembraeg, evel Lanvaodez a zo gouestlet da Vaodez amañ e Breizh : kevatal eo al "Llan" kembraek hag al "Lan" brezhonek. Kalz a vertuzioù zo gant hor Sent vreizhat, met unan eus ar re wellañ eo Twynen paz eo gouest da frealziñ ar poanioù kalon, diouzh ar varzhoneg. Hervez ar vojenn gembraek, he defe Twynen serret he muiañ-karet e-barzh ur gaoued wer kuit dezhañ da goshaat, hag evit ma chomfe atav tost d'he c'halon : lakaet eo bet da batronez ar c'harantezioù gwirion e Kembre. Twina eus Plouha zo ivez patronez an amourouzien. Pedet e veze c'hoazh Santez Twina evit ar brazezded diaes, ar poanioù hag an ankenioù. Evel pardon ar yaouankiz e veze sellet Pardon Santez Twina e derou an XXvet kantved, p'en em gave eno rummadoù tud yaouank gant ur feiz virvidik. Ar memes feiz avat hag hini hon hendadoù a zeredas da Vreizh Vihan eus tu all da Vor Breizh, argaset gant alouberien Enez Vreizh. Kendalc'het e voe, goude dezho bezañ divroet, gant keheladur Twynen, hag ar stivell o strinkañ e-kichen beg douar Breheg a droas da feunteun vurzhudus. Kement-se a c'hoarvezas eta etre ar Vvet hag ar VIIvet pa zeuas Armorika da vezañ Breizh. Pell goude e voe savet ur chapel en enor da Santez Ujeni el lec'h-se, met gant ar bobl e voe dalc'het da enoriñ Twynen ar Vreizhadez (eus Enez Vreizh). Tostoc'h diouzhimp evit echuiñ, tro am beze 0da glevet alies digant Yvonne Le Meur (brezhonegerez eus Plouha, bet ganet hag o chom eno he buhez-pad, aet da anaon ur bloaz 'zo) anv eus "pardon Santez Twin". Hag anavezout a rit Santez Douenwenn maeronez an amourouzien ? Setu ni eta e Kembre, war roudoù Santez Twina, ne vez ket skrivet dres memes mod e kembraeg, met ar memes hini eo, sur ha n'eo ket marteze ! Sed amañ ur pennad bet skrivet gant K. Keruhel e "Bretagne Hebdo." Nevez a-walc'h eo e vez lidet Sant Valentin, gant profoù e-leizh da brenañ da-heul. Ha gouzout a rit ez eus un dra gevatal e sevenadur ar Gelted ? Lidet e vez dreist-holl e Kembre... Eno eo anavezet dreist-holl gant ar stumm Dwynwen, met skrivadurioù all a gaver : Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova... Bevañ a rae er 5vet kantved hag e oa unan a-douez 24 merc'h an tiern Brychan Breicheinog. Koant ur bam e oa, ken kaer hag an heol ; E karantez e oa gant Maelon, ha hemañ a ao e karantez ganti ken e oa. Ar pezh a zo, ne felle ket dezhi dimeziñ gantañ : n'eo ket sklaer ar perag. Hervez doareoù an istor, e felle dezhi mont da leanez, pe e oa bet kinniget d'un tiern all digant he zad, hag ar paour-kaezh Maelon, eñ, ne gomprene ket perak, pe ne c'houlle ket kompren. Doaniet gant prez he muiañ-karet e tec'has razañ ha mont da guzh en ur c'hoad. En noz, dre he huñvre, e voe desket dezhi digant un ael penaos ober un enep-c'hwistantin da derriñ d'he c'harantez. Ne voe ket heuliet mat a-walc'h, moarvat, al louzaouennadur pa voe kinniget an died da Vaelon, rak terriñ a reas kement ha ken bihan d'e vrouden he c'heñver ma voe troet da skorn. Pediñ c'hwek a reas Douenwenn neuze da gaout tri mennad : 1- ma vije diskornet Maelon ; 2- ma vefe disammet kement gwir garedig diouzh droug ar garantez, pe dre lakaat an div galon da vleuniañ a-gevret, pe dre derriñ ar gwall garantez gouzañvet gant unan hepken ; 3- ne vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Mont a reas d'en em staliañ en ul lec'h didud-krenn, un enezennig er-maez da Enez-Vôn, Ynis Llanddwyn. Diwar-se e teuas Santez Douenwenn da vezañ maeronez an holl garediged. Gouzout a reer evel-se, e oa bet ar barzh Dafydd ap Gwilym, er 14vet kantved, o c'houlenn ganti reiñ Morfudd dezhañ, ar plac'h a gare. Gwall hardizh e oa hor paotr pa oa eus Morfudd ur plac'h dimezet dija ! Brudet-kenañ e oa al lec'h er 16vet kantved ma veze graet pardonioù, ha dont a reas da vezañ lec'h pinvidikañ ar c'horn-bro. Eno ez eus ur feunteun sakr : Ffynon Dwynwen. Gallout a reer gouzout gwirionez ur garantez en ur deurel bruzun bara enni, ha goude-se, ledañ ur frilien war-c'horre an dour. Ma teu ur silienn bennak da zirenkañ anezhañ ez eo mat an traoù ! Aesoc'h ez eus, ma verv an dour e-keit ha m'emaoc'h war al lec'h ez eo mat ar jeu. Pedet e vez ivez evit gwareziñ ha pareañ al loened doñv. Feunteunioù karantez a gaver ivez e Breizh, gant an elfennoù-se : bruzun, sili, dilhad... ha tost-tost eo gouel ar Santez-se (25 a viz Genver) da ouel bras ar merc'hed en deiziadur ar Gelted, ar 1añ a viz C'hwevrer. An doueezed eo ivez a veze karget da wareziñ al loened. Porthddwyn e Kembre zo gouestlet dezhi ivez, hag un iliz e Kernev-Veur. E Breizh ez eo dindan an anv Touinenn, Touin, Touina... eo anavezet... Enoret e vez e Plouha, Sant-Loup, Pleudehen, da skouer. Berzh a ra ar gouel-se mui-ouzh-mui. Boas eur da brofañ bleunioù, chokolad ha "loaioù-karantez" hollvrudet Kembre da-geñver an deiz-se, kalzig a gartennoù a vez kaset ivez. Arabat disoñjal eta ar 25 a viz Genver. Voici deux évènements, importants dans l'histoire ancienne de la Bretagne, qui se déroulèrent à Plouha et dans les environs. L'ancien Mystère de Saint-Gwénolé (En moyen-breton : An buhez Sant Gwenole abat kentaf eus a Landevennec : La vie de Saint-Gwénolé premier abbé de Landévennec) Ce Mystère, écrit en 1580 relate des faits qui se déroulèrent vers 500. Il a été ré-écrit en 1716 par Dom Pelletier et a été retrouvé, plus récemment, en 1935 par Emile Ernault. Cette pièce de théatre se compose de 1278 vers à rimes internes de 8 à 12 pieds chacun. Fragan (le Saint-Patron de Ploufragan - 22) et sa femme traversent la mer depuis la Bretagne insulaire (La Grande-Bretagne actuelle) et arrivent à Bréhec près de Plouha, où ils sont accueillis par leur cousin Gradlon, le roi de la Ville d'Ys. Ils se lamentent de ce qui se passe en Bretagne insulaire depuis qu'elle a été envahie par les Saxons, et demandent à Gradlon l'hospitalité. Celui-ci les accueille de bon coeur. C'est là que le couple donnera naissance à un fils : Gwénolé. Aussitôt après dans la pièce de théatre, on voit Saint-Gwénolé, devenu prêtre, qui prèche à son oncle : Il enseigne à Gradlon sur la folie de ce monde. Celui-ci donne alors, comme pénitence, des monceaux de présents à Gwénolé et à son abbaye. Malgré tout cela, Gwénolé reproche plus violemment encore à Gradlon de ne pas être un bon roi, et ensuite il prédit aux habitants de la Ville d'Ys, avec le soutien de son oncle, la submersion de leur ville, mais personne ne les écoute. Comme annoncé juste avant, la Ville d'Ys est immergée mais Gradlon est sauvé avec l'aide de Gwénolé. A partir d'alors Gradlon ira en retraite dans un monastère. A la fin de la pièce de théatre, Gwénolé s'entretient longuement avec la Vierge Marie, avant de réaliser de nombreux miracles (résurrection d'une morte...) puis d'inviter tous les spectateurs à louer, avec lui, le Seigneur. Ahès la fille de Gradlon est Dahud selon Albert Legrand (cf. Gwenhudw, la fée des eaux au Pays de Galles – Cambrie.) La Gwerz de la Ville d'Ys qui a été écrite par Olivier Souêtre en 1850 est devenue depuis un des trésors de notre littérature orale chantée, et le peuple breton porte en lui, comme autant de traces, le souvenir de cette légende. Aujourd'hui le Mystère lui-même est devenu moins populaire que la Gwerz de la Ville d'Ys qu'il a inspiré à Olivier Souêtre. Cependant il s'agit là d'un événement de grande importance pour la renommée de notre pays à travers le monde entier : la légende de la Ville d'Ys ! Et maintenant, il est temps de nous interroger : "Cette incroyable légende aurait-elle existé si Plouha n'avait pas été là ? Que savons-nous à propos de Sainte Twina en 2003 ? Sainte Twina de la mer en BretagneOfficiellement, tout au long des derniers siècles passés, cette chapelle était connue sous le nom de "Sainte Eugénie". Il n'est nulle-part question de Sainte Twina dans les archives et les écrits, relativement nombreux d'ailleurs depuis le XVème siècle, d'après René Couffon ("Quelques notes sur Plouha, 1929, ré-édité par Expression, 1990). Voilà cependant comment commence la Gwerz de Sainte Eugénie : "Vie ou gwerz de Sainte Eugénie plus connue sous le nom de Santez Thouin de la mer." Le nom Sainte Twina est encore vivant dans la mémoire des gens du port de Bréhec, Lanloup et des villages de Plouha aux alentours de la dite chapelle. Son nom est mentionné au cours du pardon de la chapelle qui est célébré au mois d'Août de nos jours. Jusqu'à la fin de l'ancien Pardon qui était célébré au printemps par les gens du secteur, c'est plus à Sainte Twina qu'à Sainte Eugénie que le menu peuple dédiait ses prières ("La Chapelle de Sainte Eugénie en Plouha", Louis Dagorn, Les carnets du Goëlo N°10-1994). Selon Pierre le Saoz (natif de Bréhec) quand quelqu'un parlait de "Sainte Eugénie"devant ses parents, tout de suite on rectifiait "Santez Twin" (Al Liamm, 1995, 290/291). Cependant il est évident que le culte de Sainte Twina ici à Plouha tombera dans les abîmes de l'oubli d'ici peu de temps si on ne rappelle pas son histoire au souvenir des gens. Ce n'est pas le pouvoir de l'eau de sa fontaine, sacrée capable de guérir les maladies d'oreilles selon la légende, mais malmenée par les pratiques agricoles modernes, que Sainte Twina survivra dans la mémoire collective. Et pourtant, que de miracles dans la vie de Sainte Twina. Son pardon était celui de la jeunesse. D'après Goulc'han Kervella ("Médecine et littérature en breton au  XIXème siècle") Sainte Twina était aussi priée pour les grossesses difficiles et pour calmer les angoisses. La petite chapelle était sur le point de tomber en ruine après la dernière guerre mondiale. Si la chapelle a été sauvée d'une destruction certaine par des bénévoles depuis lors, le travail n'a pas encore été tout à fait achevé car une chapelle ne se compose pas uniquement de mûrs. "Sauvetage" n'est pas "Salut" ! Notre devoir collectif est de la rendre à sa propriétaire de toujours. Dans le pays de Saint-Malo on célèbre également Sainte Ouine ; à Mordreuc (Pleudéhen) une chapelle porte son nom. Malgré les similitudes qui font de ces deux Saintes celles des gens de mer, rien ne tend à confirmer aujourd'hui qu'il s'agisse d'une seule et même Sainte. Ce qui nous paraît évident (ainsi que ça l'était à Anatole Le Bras et à Louis Dagorn) notre Sainte Twina de Plouha ne fait qu'une avec Sainte Douenwenn, fêtée au Pays de Galles (Cambrie). Nous avons à présent besoin de savoir qui était réellement Sainte Twina de la mer, et de connaître son histoire. Sainte Dwinenn au Pays de GallesC'est le 25 Janvier qu'on honore Sainte Dwinenn au Pays de Galles d'une façon plus convenable que dans notre pays, en Bretagne. Elle est la Sainte Patronne des amoureux. Son histoire a été publiée dans Bretagne Hebdo (22-28/01/03) par K. Keruhel. Elle vécut au 5ème siècle et elle était une princesse. Elle aimait Maelon et lui le lui rendait bien. Pourtant elle ne souhaitait pas s'y marier. Ce ne fut pas aisé de le décourager du mariage et elle dut préparer un anti-filtre d'amour (un breuvage à l'effet opposé à celui que burent Tristan et Iseult !) Llanddwyn au Pays de Galles Mais le breuvage fut trop fort et Maelon en devint totalement gelé ! Tellement tourmentée de ce qui se passait, Douenwenn pria avec trois souhaits : 1) que Maelon soit décongelé, 2) Que tous les amoureux soient délivré des peines d'amour, soit en séparant les deux cœurs, soit en brisant tout à fait un amour qui ne serait pas partagé, 3) Que personne ne cherche plus à la conquérir. Ensuite elle alla vivre en ermite sur un îlot désert de Cornouailles. Porthddwyn au Pays de Galles lui est consacrée et une église lui est dédiée en Cornouailles britannique. De nos jours la fête de Sainte Dwynenn a de plus en plus de succès au Pays de Galles. La coutume veut que l'on offre des fleurs, du chocolat, et des cuillers d'amour à cette occasion. On envoie également beaucoup de cartes ce jour-là. LA FONTAINE DE SAINTE DWINENN

"Nous aussi bas-bretons nous avons notre Sainte Twina. Elle a une chapelle en pays de Goëlo, à Plouha. Elle est honorée sous le nom de Sainte Twina de la mer" selon Anatole le Bras dans "Les annales de Bretagne, Décembre 1892." Il traduisit en breton et en français la poésie du Gallois Ceiriog Hugues. La chapelle de Sainte-Eugénie ou Santez Twina à Plouha(traduit en breton par Pierre Le Saux à partir de l'écrit de Louis Dagorn)Près du port de Bréhec sur la paroisse de Plouha, il y a une chapelle en l'honneur de Sainte-Eugénie, selon les prêtres, mais de tout temps, le peuple l'a appelée "chapel Santez Twin ar mor" (Chapelle de Sainte Twin de la mer), encore écrit Twyna, Twynen. Comme Louis Dagorn, qui écrivit cet article, je suis né près de Bréhec, et quand nous étions gamins, nous avons bien souvent entendu nos parents parler de "Santez Twin", et si quelqu'un disait "Sainte-Eugénie" devant eux, tout de suite ils précisaient "Santez Twin". Ma grand-mère m'emmenait tout gamin, chaque année, au pardon de Santez Twin. Sainte-Eugénie ou Santez Twin, deux Saintes donc pour la même chapelle. Voilà bien un problème ! Pour le résoudre, on a inventé plusieurs hypothèses étranges. Pour certains, "Twina" n'était qu'une variante (un surnom) d'Eugénie. D'autres pensent qu'après la révolution, un certain Monsieur Touine aurait apporté à Plouha les reliques de Sainte-Eugénie et fait construire une chapelle afin de les abriter. Mais les gens du pays n'avaient pas beaucoup de vénération pour une Sainte qui n'était pas de chez eux, et c'est pourquoi ils ne l'appelaient pas "Sainte-Eugénie", mais "la Sainte de Monsieur Touine" devenue rapidement "Sainte Twin" et puis voila ! Voila en tous cas ce que l'on pouvait lire dans la longue gwerz éditée à Lannion par le père de Charles le Goffic à propos de notre Sainte : "Buhez pe werz Santez Ujenia mui anavet dre an anv Santez Twina ar mor..." (Vie ou gwerz de Sainte Eugénie plus connue sous le nom de Santez Twina ar mor…) D'après un certain Jacques de Vorajin, dominicain, archevêque de Gênes au XIIIème siècle, Eugénie était née à Rome au début du IIIème siècle. Son père, un noble, fut nommé préfet d'Alexandrie. Convertie au christianisme elle fut baptisée et demanda à devenir abbesse dans un monastère, et en 257 elle mourut, vierge et martyre. Dans la chapelle on peut voire une statue d'Eugénie avec une crosse d'évêque. Voilà la version officielle de l'Eglise. Mais pourquoi donc cette Sainte là était-elle appelée "Twin" par les petites gens du peuple dont la langue maternelle était le breton ? Elle était très honorée et les gens accourraient de loin à son pardon. Dans la gwerz pré-citée on trouve le nom de ce monsieur Touine en tant que courageux bien-faiteur, Grimault de son vrai nom. Il aurait donné par testament en 1643, tous ses biens pour faire construire une chapelle. Un individu, ignorant le breton, a même déclaré un jour : on écrivait "Ouin" à la place de "Eugénie" en breton, et comme l'expression "Santez Ouin" choquait des oreilles bretonnantes, on y ajoutait un -t- à l'oral d'abord, et par écrit ensuite. C'est Anatole le Bras (1859-1926) qui apporta la réponse à notre problème en traduisant, en breton et en français la poésie du Gallois Ceiriog Hugues : "la Fontaine de Llandwynen". "Nous aussi nous avons en Basse-Bretagne, à Plouha, notre Sainte Twina". "Llan" signifie "paroisse" en gallois, de même que Lanmaodez est dédié à Maodez ici en Bretagne : le "Llan" gallois équivaut donc au "Lan" breton. Nos Saints bretons ont bien des vertus, Mais Twynen est l'une des meilleures car elle sait consoler les peines de coeur, au dire de la poésie. Selon la légende galloise, Twynen aurait enfermé son bien-aimé dans une cage de verre pour qu'il ne vieillisse pas et qu'il reste toujours près de son coeur : on en a fait la Sainte-Patronne des amours véritables au Pays de Galles (Cambrie.) Twina de Plouha est aussi la Sainte-Patronne des amoureux. Elle était également priée pour les grossesses difficiles, les peines et les tourments. Au début du XXème siècle le Pardon de Santez Twina était considéré comme le pardon de la jeunesse, où se retrouvaient des générations de jeunes gens à la foi bouillonnante. C'est la même foi que celle de nos ancêtres qui arrivèrent en Petite Bretagne, venus de l'autre côté de la Manche, chassés par les envahisseurs de Bretagne insulaire. Ils continuèrent, après avoir émigré, à vénérer Twina, et la source qui jaillissait là, près de la Pointe de Bréhec, devint pour eux une fontaine miraculeuse. Tout cela se passa donc entre le Vème et le VIIème siècle, quand l'Armorique devint la Bretagne. Bien longtemps après, il fut élevé une chapelle en l'honneur de Sainte-Eugénie à ce même endroit, mais le peuple continua invariablement à honorer Twynen la Bretonne (de Bretagne Insulaire). Plus près de nous pour terminer, Yvonne Le Meur (une bretonnante de Plouha, née et restée habiter là pendant toute sa vie, décédée il y a un an) me parlait souvent du fameux pardon de "Santez Twin". Connaissez-vous Santez Douenwenn la Sainte-Patronne des amoureux ? Nous voici donc en Pays de Galles, sur les pas de Santez Twina, en gallois ce n'est pas tout à fait la même orthographe qu'en breton, mais c'est la même Sainte, aucun doute possible ! Voici donc un article de la plume (bretonne) de K. Keruhel, paru il y a peu dans Bretagne Hebdo. La Saint Valentin est fêtée depuis quelques années seulement, elle sert avant tout une fin commerciale. Mais saviez-vous que les Celtes ont une Sainte patronne des amoureux, similaire ? Elle est surtout honorée au Pays de Galles. Là-bas elle est surtout connue sous le nom de Dwynwen, mais on trouve d'autres écritures : Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova... Elle vivait au 5ème siècle et était l'une des 24 filles du prince Brychan Breicheinog. Elle était merveilleusement belle, aussi belle que le soleil ; Elle était amoureuse de Maelon, et lui était fou amoureux d'elle. Malheureusement, elle ne voulait pas se marier avec lui : la raison n'est pas claire. Selon certaine version de l'histoire, elle souhaitait devenir religieuse, dans une autre elle avait été donnée en mariage par son père à un prince, et le malheureux Maelon, lui, ne comprenait pas pourquoi, ou ne souhaitait pas comprendre. Peinée de l'empressement de son bien-aimé elle s'enfuit loin de lui et alla se cacher dans un bois. Une nuit, en rêve, un ange lui enseigna comment préparer un anti-philtre d'amour pour faire cesser le sentiment qui l'unissait à Maelon. La posologie ne fut sans doute pas bien suivie quand le brevage fut proposé à Maelon, car il cassa tous ses élans envers Dwynwenn, tant et si bien qu'il se transforma en glace. Douenwenn se recueillit longuement pour que 3 de ses prières soient éxaucées : 1- que Maelon soit libéré de la glace ; 2- que tous les vrais amoureux soient délivrés des maux d'amour, ou en les unissant dans l'harmonie, ou en cassant les amours malheureux subis par un seul ; 3- que personne ne la demande en mariage. Elle parti alors s'installer dans un endroit tout à fait désert, un îlot non-loin de l'île de-Vôn : Ynis Llanddwyn. C'est de là que Santez Douenwenn devint la Sainte-Patronne de tous les amoureux. Par exemple, nous savons que le poète Dafydd ap Gwilym, au 14ème siècle, lui avait demandé de lui donner Morfudd, la femme qu'il aimait. Ce poète était fort hardi car Morfudd était une femme mariée  L'endroit est devenu très célèbre par la suite, au 16ème siècle : on y faisait de nombreux pardons, et il devint le lieu le plus riche de la région. Il y a là une fontaine sacrée : Ffynon Dwynwen. On peut connaître la véracité d'un amour en y jetant des miettes de pain, et en y étalant ensuite un mouchoir à la surface de l'eau. Si quelque anguille vient à le troubler les choses vont pour le mieux ! Il y a encore plus simple : si l'eau bouillonne alors que vous vous trouvez en face de la fontaine, c'est que tout va bien. Santez Douenwenn est également priée pour guérir les animaux domestiques. On trouve aussi des fontaines d'amour en Bretagne, avec ces mêmes éléments : des miettes, des anguilles, des linges... et cette Fête là (25 Janvier)est toute proche de la grande fête de toutes les femmes dans le calendrier celte, le premier Février. Ce sont les déesses qui étaient chargées de protéger les animaux. Porthddwyn au Pays de galles lui est également dédié, et une église en Cornouailles britannique. En Bretagne armoricaine, c'est sous le nom Touinenn, Touin, Touina... qu'elle est connue... Elle est honorée à Plouha, Lanloup, Pleudihen-sur-Rance, par exemple. Cette Fête a de plus en plus de succès. On a l'habitude, à cette occasion, d'offrir des fleurs, des chocolats et des "cuillers-d'amour" si célèbres au Pays de Galles, on envoie également bien des cartes postales. N'oubliez donc pas : le 25 Janvier. Voila quelques chansons fort célèbres et qui sont devenues de véritables chants de rassemblement, tant elles sont bien connues parmi nous… voyez plutôt GWERZ SKOLVAN (la complainte de Skolvan) JENOVEFA RUSTEFAN (Geneviève de Rustefan) BANNIELOU LAMBAOL (les bannières de  Lampaul) BLAZ AN DOUAR (Le goût de la terre) BRO GOZH VA ZADOU (le vieux pays de mes ancêtres) KENAVO (au-revoir) GWERZ AR VEZHINAERIEN (la complainte des  goëmonniers) BREZHONEG 'RAOK (en avant langue bretonne) MARV PONTKALEK (la mort du Marquis de Pontkalek) BEC'H HA BEC'H (allons-y !) AN ALARC'H (le cygne) FEUNTEUN SANTEZ DWINENN (La Fontaine de Sainte Twinenn) PA SOÑJAN E SELIN (traduit de G. Brassens : Quand je pense à Fernande) EV SISTR ‘TA LAOU (Bois donc un  coup de cidre mon gars – version traditionnelle)             TRI MARTOLOD (Trois marins – version traditionnelle) FAÑCHIG BIHAN (Le petit Francis – valet de la maison) ITRON GWERC’HEZ KERVARIA (Notre Dame de Kermaria – Cantique de Kermaria an Isquit) MERC’HED KERITI (Les filles de Kerity) VA JARDIN (Mon jardin)  KEMENERIEN PONDIVI (Les tailleurs de Pontivy) GWECHALL E OA (Jadis il y avait) Gwerz Skolvan Skolvan, Skolvan, eskob Leonzo deuet da greiz al lann da chom,zo deuet da chom da greiz al lannE-kichen Forest KaniskanE-kichen Forest Kaniskan Pa 'z ae mamm Skolvan da wel he farkoùkavas an tan war ar garzhoùkavas an tan war ar garzhoù Ma bennozh hag hini DouePiv en deus ho lakaet aze ?met ha ma mab Skolvan a vefe ? Pa 'z ae mamm Skolvan davit dourkavas ur feunteun e toull he dor Ma bennozh hag hini DoueD'an neb en deus ho lakaet azemet ha ma mab Skolvan a vefe ? Pa 'z ae mamm Skolvan da gousketTerrupl holl veze okupet Piv 'zo aze, piv deu azeKen diwezhat-se war 'r valemet ha ma mab Skolvan a vefe ? Tavit ma mamm na ouelit ketHo mab Skolvan zo deuet d'ho kwelet Ma 'z eo ma mab Skolvan zo azeMa mallozh d'añ dont alese Ne oa ket c'hoazh he ger peurlavaretGant e Sant paeron en deus kejet Ma filhor paour deuit war ho kizHa me c'houlenno evidoc'h eskuz Ma c'homer baour, kriat oc'h c'hwiPa ne bardonit ho krouadurPa ne bardonit ket ho krouadurPenaos Doue m'hen pardoniñ,D'ar gwalleurioù en deus graet din ? gwallañ teir dimeus e c'hoarezedHa lazhañ o inosantedN'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed Seizh iliz parrez 'n eus entanetHa nav bern tro en n eus poazhetN'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed Mont d'an iliz ha torrañ holl ar gwerLazhañ 'r beleg deus an aoterN'eo ket c'hoazh 'oa e vrasañ pec'hed Ma levr bihan en doe kolletYa, skrivet gant gwad hon SalverHennezh oa e vrasañ pec'hed Tavit ma mamm na ouelit ketho levr bihan n'eo ket kollet emañ er mor don tregont gourhedemañ er mor don tregont gourheden beg ur pesk bihan o viret Tavit ma mamm na ouelit ketemañ war an daol ront, ay eo rentetFaota barzh met teir follenn c'hlebiet Unan gant dour, unan gant gwad,Unan gant daeroù ho taoulagad Ma bennozh a ran d'am mab SkolvanPa 'z adkavan ma levr bihanPa 'z eo kavet ma levr bihan Pa gan ar c'hog d'an hanternozkanañ an aeled er baradoz Pa gan ar c'hog da c'houloù-deizKanañ an aeled dirak DoueHa Sant Skolvan a ra ivez La complainte de SkolvanSkolvan, Skolvan, év^que de Léonest venu habiter au milieu des ajoncs,est venu habiter au milieu des ajoncsA côté de la forêt de QuénécanA côté de la forêt de QuénécanQuand la mère de Skolvan allait voir ses chanpselle trouva le feu sur ses taluselle trouva le feu sur ses talusMerci au feu et Dieu merciQui donc vous a mis ici ?Ne serait-ce mon fils Skolvan ?Quand la mère de Skolvan allait chercher de l'eauelle trouva une fontaine sur le pas de sa porteMerci à l'eau et Dieu mercià qui vous aura mis iciNe serait-ce pas mon fils skolvan ?Quand la mère de Skolvan alla se coucherelle était terriblement préoccupéeQui va là, qui vient par làaussi tard dans la nuit à piedMais serait-ce mon fils Skolan?taisez vous Mère, ne pleurez pasVotre fils Skolvan est venu vous voirSi c'est mon fils Skolvan qui est làMalheur à lui s'il s'approcheElle n'eu pas achevé sa phrasequ'elle rencontra son Saint-PatronMon cher filleul revenez vers moiet je demanderai pardon pour vousMalheureuse commère, que vous êtes dureen ne pardonnant pas à votre enfanten ne pardonnant pas à votre enfantComment Grand Dieu lui pardonner,Pour tous les malheurs qu'il m'a causés ?Violer trois de ses sœurset tuer leurs enfants aprèsmais ce n'est pas le pire de ses péchésil a incendié sept églises paroissialesEt neuf tas… il a cuitmais ce n'est pas le pire de ses péchésIl alla à l'église et brisa tous les vitrauxil tua le prêtre sur l'autelmais ce n'est pas le pire de ses péchésIl a perdu mon petit livreOui écrit du sang de notre SauveurCa c'est son plus grand péchéTaisez vous ma mère, ne pleurez pasvotre petit livre n'et pas perduil est au fond de la mer à trente brasséesil est au fond de la mer à trente brasséesdans la bouche d'un petit poisson qui le gardeTaisez vous ma mère, ne pleurez pasil est sur la table, je vous le rendil n'en manque que 3 pages humidesUne avec de l'eau, une avec du sang,une avec les larmes de vos yeuxO Merci à mon fils SkolvanPuisque je retrouve mon petit livrePuisque mon petit livre est retrouvéQuand le coq chante à minuitLes anges chantent au ParadisQuand le coq chante au levé du jourLes anges chantent devant Dieuet Saint Skolvan chante avec euxliste des chansons Jenovefa Rustefan Pa oa paotr Yannig gant e zeñvedN'en doa ket soñj da vezañ beleget Ne vin avat, beleg na manac'hLakaet em eus ma spered 'n ur plac'h Bravañ merc'hed a oa er vro-seMerc'hed aotrou ar Faou a-neuze Ar yaouankañ, honnezh ar vravañYannig Kervlez a gar a glevan Pa oa Yannig o vont d'an urzhioùJenovefa oa war he zreujoù Da gemer an urzhioù naz it ketEn abeg d'an amzer dremenet Distreiñ d'ar ger me ne c'hallan ketPe 'vin lakaet da c'haouiad touet Kollet ho peus eta ar walennMoa roet deoc'h e-kreiz an abadenn Ho kwalenn aour n'am eus ket kolletDoue 'n deus-hi diganin tennet Hag o tont endro eus a GemperE teuas adarre d'ar maner Me zo deuet d'ho pediñ, d'an deizDa zonet d'am oferenn nevez An oferenn zo deraouetHogen hec'h echuiñ n' neus gallet Hogen hec'h echuiñ n' neus galletGouelañ da Jenovefa 'neus graet Ha tri levr bras en deus treuzet avatGant an daeroù eus e zaoulagad Ken e teuas ar plac'h o redekHag e kouezhas da zaoulin ar beleg En anv Doue ! Yann, distroit en-dro!C'hwi 'zo kiriek, kiriek d'am marv An aotrou Yann Flecher a zo personPerson eo bremañ, e bourc'h Nizon Meur 'wech meus e welet o ouelañTostik-tost da vez Jenovefa Geneviève de RustefanQuand Yannig gardait ses moutonsIl ne songeait pas à devenir prêtreJe ne serai ni prêtre ni moineJ'ai donné mon cœur à une jeune filleLes plus belles filles qu'il y avait dans le paysC'était les filles du seigneur du Faou d'alorsLa plus jeune, elle est la plus belleElle aime Yannig de KervlezQuand Yannig partit pour les ordresGeneviève était sur son seuilN'allez pas prendre les ordresA cause de notre temps passéJe ne puis retourner chez moisinon on m'accusera d'être un damné menteurAvez vous donc égaré la bagueque je vous avais donnée au cœur de la fêteje n'ai pas perdu votre bague d'orC'est Dieu qui me l'a enlevéeEt en revenant de QuimperIl revint au manoirJe suis venu vous convierA la première messe que je vais donnerLa messe est commencéeMais il n'a pas pu la terminerMais il n'a pas pu la terminerCar pour geneviève il s'est mis à pleurerEt 3 grands livres il a traversédes larmes qui de ses yeux ont couléSi bien que la jeune fille accourutet qu'elle se jeta aux pieds du prêtreAu nom de Dieu Yannig, revenez moiVous êtes coupable, coupable de ma mortLe sieur Yann Flecher est prêtreIl est curé au bourg de NizonSouvent je l'ai vu pleurerTout près de la tombe de Genevièveliste des chansons Bannieloù Lambaol1- Me 'm eus bet plijadur e Lambaol a-wechoùOc'h ober tro an iliz gant an holl vannieloùJo po po po lan di bi di bi, jo po po po lan di bi doMan tur la ri don de nig, jo pi rey pi ral la2- Hag o stouiñ ganto dirak an aoter vrasHag ouzh o sevel kerkent, er vann ken serzh all c'hoazh3- Plijadur am beze pa veze ar pardonOc'h ober tro ar vered gant an dud a galon4- Eno veze gwelet, pa groge an avelPiv 'oa ar baotred wellañ da zougen ar banniel5- Ha dre ma tremened a bep tu d'ar valiGant o zeod flour ar merc'hed a roe o ali6- Hag a rae o dibab e-touez ar baotred vravA welent en o c'haerañ o tremen dirazo Les bannières de Lampaul1- Moi j’ai pris plaisir à Lampaul naguèreA faire le tour de l’église avec toutes les bannièresJo po po po lan di bi di bi, jo po po po lan di bi doMan tur la ri don de nig, jo pi rey pi ral la2- Et à m’incliner avec elles devant le maître-autelEt à les relever aussitôt, en l’air toujours de plus belle3- Je m’amusais drôlement quand il y avait pardonA faire le tour du cimetière avec les gens courageux4- C’est là qu’on voyait, quand le vent soufflait Quels étaient les meilleurs pour porter la bannière5- Et quand nous passions de chaque côté de l’avenueLes filles, aux langues de velours donnaient leur avis6- Et faisaient leur choix parmi les beaux garsQu’elles voyaient, si beaux passer devant ellesliste des chansons Blaz an douarBlaz an douar a zo gantiBlaz an douar a zo gantiLiv ar mor a zo warniDivalav vez tachadoùGwallgaset a-wechoùBrezhoneg, va yezhBezañ an unanikAn dra-se n'eo ket aesEn ur vro ken gouez (2 w.)Pa rank lakaat an dudDa c'houzout n'eo ket mutHe fouez-mouezh a zirollStrakal a ra en avel foll (2 w.)Pa fring an troioù-lavarGant ar fent, gant ar gounnar'vez ket pell ar goapaero kas an dorzh d'ar gêr (2 w.)Pa rank kanañ laouene trid evel un delenno hadañ e pep kalonan eürusted wirion (2 w.)Ar garantez, pa ganE liorzh ar gerioù tenerlaka ar bleunioù da ziwanWar vuzelloù ar c'haner (2 w.)a-dreuz ar c'hantvedoùDismegañs ha brezelioùdeus graet eus ar brezhonegur yezh taer ha kalonek (2 w.)                                         Le goût de la terreElle a le goût de la terreElle a le goût de la terreEt la couleur de la merParfois amère jetée à terrePourtant la langue bretonne tonneBreton, ma langueVivre dans l'harmonieCela n'est pas facileDans un pays si intolérant (2 fois)Quand ses locuteurssouhaitent se faire entendreSon accent si toniqueclaque dans la tempête (2 fois)Quand ses locutions caracolentEntre humour et colèreEt ironie aussiPour répondre aux critiques (2 fois)Quand elle doit chanter sa joieelle frémit comme une harperemplissant chaque cœurde véritable joie (2 fois)L'amour quand elle le chantedans le jardin des mots douxfait éclore des fleurssur les lèvres du chanteur (2 fois)A travers les sièclesle mépris et les guerresont fait du bretonune langue hardie et courageuse (2 fois)liste des chansons Bro gozh va zadoùNi, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro !Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-droDispont kreiz ar brezel hon tadoù ken madA skuilhas eviti o gwadBreizh, ma bro, me gar ma bro,Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro ;Ra vezo digabestr ma bro !Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar varzedN'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed ;Pep menez, pep traonienn d'am c'halon zo ker,Enno kousk meur a Vreizhad taer !Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñvN'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñvGwerz trist, son dudius a ziwan eno,O pegen kaer ez out, ma bro !Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazhHe c'halon virvidik a lamm c'hoazh en he c'hreizDihunet out bremañ, ma Breizh !                                               Le vieux pays de mes ancêtresNous, bretons de cœur, nous aimons notre vrai pays !L'Armorique est célèbre de par le mondeSans peur, au cœur de la bataille, nos si bons pèresVersèrent pour lui leur sangBretagne, mon pays, je t'aime mon pays,Tant que la mer sera tel un mur autour de lui ;Reste libre mon pays !Bretagne terre des vieux Saints, terre des bardesIl n'y a pas d'autre pays que j'aime autant dans le monde ;Chaque montagne, chaque vallée est belle à mon cœurLà dorment plus d'un Breton courageux !Les bretons sont des hommes dures et fortsIl n'y a pas de peuple si courageux sous nos cieuxIls composent tristes complaintes et belles chansonsÔ que tu es beau mon pays !Si la Bretagne fut vaincue dans les grandes guerres,Sa langue est toujours aussi viveSon cœur bouillonnant bondit encore en son seinTu es debout maintenant, ma Bretagne !liste des chansons KenavoKanet hon eus a galon vatEn enor d'ar vro ha da ZoueMat eo lidañ, kent 'n em guitaatGant ur sonenn hor c'harantezKenavo deoc'h, gwir VretonedBleuñviñ a ra al levenezE pep kalon ouzh ho kweletEnor deoc'h-c'hwi ha trugarez !Sonet hon eus, breudeur karet'vit hadañ joa, sec'hiñ an darHa deskiñ d'an dasson lâretEz eus Bretoned war an douar...Ez eus war an douar ur vro gaerTud vat ha kalonek enniHag he deus taolet he splannderWar hent an enor hep fazi.          Au-revoirNous avons chanté en cœurEn l'honneur du pays et de DieuCélébrons, avant de se quitterNotre amitié par une chansonAu-revoir à vous, vrais BretonsLa joie fleuritDans chaque cœur en vous voyantHonneur à vous et puis merci !Nous avons joué de la musique, chers frèresPour répandre la joie et sécher les larmesEt faire savoir à la rumeur communeQu'il y a des Bretons sur cette terreIl y a sur cette terre un beau paysDe bonnes gens courageux y viventEt qui a jeté son éclatVers l'honneur parfaitliste des chansons

Gwerz ar vezhinaerienNa pa 'm oa klevet ar c'heleierE ranke mont kuit va mestrezDa vezhina d'an enezeierTrielen ha MoalenezNa pa 'm oa klevet ar c'heloùE ranke mont kuit mintin matKerkent ha ma save ar gouloùE save an dour en va daoulagadKar ar vuhez en enezennoùZo ur vuhez trist ha kaletBemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioùAr vezhinaerien 'zo tud daonetEn o bagoù, abred diouzh ar mintinE lakaont ar c'herreg en noazhFaoutet o daouarn gant ar c'hilhotinHa torret o c'hein gant ar c’hravazhAr beleg kozh er gador a lavarEz eus un Doue war ar morHag un Doue all c'hoazh war an douarEvit ar re a chom er goudorAn hini en deus savet ar ganaouennEn deus bet klevet aliesKerent, mignoned hag amezeienO kontañ buhez war an enezE dad-kozh en deus bet graet ar vicherDa droc'hañ an tali moanA-hed e vuhez war ar reierEtre ar C’horejoù ha Kerlouan    La complainte des goëmonniersQuand j'avais entendu les nouvellesQue mon aimée devait s'en allerRamasser le goémon aux îlesTrielen et MolèneEt quand j'avais apprisQu'elle s'en irait de bon matinAussitôt que venait la lumièreLes larmes me montèrent aux yeuxCar la vie dans les îlesEst une triste et pénible vieChaque jour, chaque nuit dans la peineLes goëmonniers sont des gens bannisDans leurs barques, de bon matinIls dénudent les rochersLeurs mains fendues par la guillotineEt leurs dos cassés par la civièreLe vieux prêtre en chaire ditQu'il y a un Dieu sur la merEt un autre Dieu sur la terrePour ceux qui restent à l'abriCelui qui a écrit cette chansonA bien souvent entenduDes parents, des amis, des voisinsRaconter leur vie sur l'îleSon grand-père a fait ce métierDe couper le fin laminaireAu long de sa vie sur les rochersEntre Korejou et Kerlouanliste des chansons Brezhoneg 'raokTud an Argoad ha tud an ArvorTud diwar ar maez ha tud ar c'herioù brasTud Breizh Izel ha tud an NaonedDiwallit 'ta mar plij diwallit 'taHep Brezhoneg, hep Brezhoneg,Hep Brezhoneg Breizh ebetHep Brezhoneg, hep Brezhoneg,Arabat komz diwar-benn BreizhMa c'hellit ket sell dre ho taoulagadMa c'hellit ket lâr dezhi "da garan"Ma c'hellit ket lâr "va mab" d'ho pugelEchu eo an abadenn da virvikenDa virviken ez a da vezañ dallUn dachenn gwel d'ar gwirvoud, d'an hollvedUn tamm muioc'h mac'homet an denelezhGant an nerzh, an arc'hant, an danvez En avant langue bretonneGens des terres et gens de la côteGens des campagnes et gens de villesGens de Basse-Bretagne et gens de NantesMéfiez vous, s'il vous plaît méfiez vousSans langue bretonne, sans langue bretonneSans langue bretonne pas de BretagneSans langue bretonne, sans langue bretonneInutile de parler de la BretagneSi vous ne pouvez pas voir par vos yeuxSi vous ne pouvez pas lui dire " da garan" (je t'aime)Si vous ne pouvez dire "ma mab" à votre filsLa partie est perdue pour toujoursPour toujours sera obstruéeUne fenêtre ouverte à la réalité et à l'universUn peu plus oppressée l'humanitéPar la force, l'argent et le matérialismeliste des chansons Marv PontkalekUr werz a zo nevez savetTreitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)War varkiz Pontkalek eo graetTreitour a ! Mallozh du, mallozh ditTreitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)War varkiz yaouank PontkalekKer brav ker drant ken kalonekMignon a oa d'ar Vretoned,D'ar vourc'hizien ne lâran ketD'ar vourc'hizien ne lâran ketA zo a-du d'ar C'hallaouedLakaet en devoa en e bennDisammañ deomp-ni hon hordennUr paour eus kêr o klask e vouedHennezh en deus e ziskulietHa pa oa degouezhet e NaonedE oa barnet ha kondaonetMarv da zaou vloaz warn ugent'vel ar verzherien hag ar SentMarv neb a gare e vroHag he c’haras betek marv La mort de PontkalekUne complainte a été nouvellement composéeAh traître ! malheur à toiA propos du Marquis de PontkalekAh traître ! malheur à toiAh traître ! malheur à toiSur le jeune Marquis de PontkalekSi beau, si gai et si courageuxIl était l'ami des BretonsMais pas celui des bourgeoisMais pas celui des bourgeoisQui sont du côté des FrançaisIl s'était mis en têteDe nous décharger de notre fardeauUn pauvre citadin mandiant son painCelui-là l'a dénoncéEt quand il arriva à NantesIl fut jugé et condamnéMort à vingt deux ansComme les martyres et les SaintsMort celui qui aimait son paysEt qui l'aima à en mourirliste des chansons Bec'h ha Bec'hGwelloc'h tudoù kemer an avelHa sturiañ mat listri an nozKaeroc'h tudoù chom sonn ha sevelChom reut dirak dorn ar mallozhHa bec'h ha bec'h ha bec'h d'ar chadennHa tud a glemm ha tud a yudHa bec'h ha bec'h ha bec'h d'hon awenFalloc'h fallañ eo chom mutGwelloc'h tudoù faoutañ an dervHa meskañ mat gwall skorn ha tanSplannoc'h tudoù chom noazh en ervChom reut dindan taol bazh ar boanHa hir ha hir ha hir an hañvezhdindan un heol o eurañ glizhHa hir ha hir ha hir noz devezhAr paour-kaezh den o klask bizMa chomit gwak dindan ar peulvanEo koulz d'an heol pulluc’h an edRibod an diaoul kounnar an doganA valo piz gwinizh ar bedHa dalc'h ha dalc'h ha dalc'h en hañvezhGwell eo hadañ segal ar vroHa dalc'h ha dalc'h ha dalc'h war evezhMa n'out ket framm den all ne vo Allons yMieux vaut bonnes gens prendre le ventEt bien manœuvrer les navires de la nuitIl vaut mieux bonnes gens rester d'aplombEt rester ferme devant la main du malinEt allons-y allons y sur la chaîneEt des gens gémissant et criantEt allons-y allons y sur l'inspirationIl est pire encore de se taireMieux vaut bonnes gens fendre le chêneEt bien mélanger la glace et le feuIl vaut mieux bonnes gens être nu dans le sillonEt rester raide sous les coups de bâtonEt dure et dure et dure le long étéSous le soleil qui sèche la roséeEt dure et dure et dure les nuits et les joursDu pauvre homme cherchant sa croûteSi vous restez mous sous votre menhirAutant que le soleil brûle la moissonFureur du diable, colère de l'homme trompéQui moudra en fine poudre le froment du mondeEt tiens bon, tiens bon, tiens bon tout l'étéMieux vaut semer le seigle du paysEt tiens bon, tiens bon, reste sur tes gardesSi tu n'es pas sûr, personne ne le seraliste des chansons  An alarc'hUn alarc’h, un alarc’h tramor,War-lein tour moal kastell Arvor !Dindindan d’an emgann d’an emgann !O Dindindan d’an emgann ez an !Nevezinti vat d'ar Vretoned !Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued !Erru ul lestr e pleg ar mor,E ouelioù gwenn gantañ digor ;Degouezhet an aotrou Yann en-dro,Degouezhet eo da ziwall e vro ;D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued,A vac'hom war ar Vretoned.Ken e laosker ur youc'hadenn,A ra d'an aod ur grenadenn ;Ken e sonn ar menezioù las ;Ha from ha trid ar gazeg c'hlas ;Ken e kann laouen ar c'hleier,Kant lev tro-war-dro, e pep kêr.Deuet eo an heol, deuet eo an hañv ;Deuet eo en-dro an aotrou Yann !An aotrou Yann a zo paotr mat ;Ken prim e droad hag e lagad.Laezh ur Vreizhadez a sunas,Ul laez ken yac’h evel gwin kozh.Luc’h a daol e c’hoaf p’en horell,Ken e vrumenn an neb a sell.Pa c’hoari kleze, ker kreñv e tarc’h,Ken e taouhanter den ha marc’h.Dalc’homp Bretoned, dalc’homp matArsav na truez gwad ouzh gwad !Skrignal ra bleizi Breizh-Izel,O klevet embann ar brezel,O klevet ar youc’h e yudont :Gant c’hwezh ar C’hallaoued e reont.Paotred Bro-C’hall lec’h ma kouezhint,Betek deiz ar varn c’hourvezint ;An diveradur eus ar gwezray dour benniget war e vez !(Enor enor d’ar Gwenn-ha-DuHa d’an dreitourien mallozh ruz) Le cygneUn cygne, un cygne d'outre-merAu sommet de la vieille tour du château d'Arvor !Dindindan au combat au combat !Dindindan au combat je m'en vais !Bonne nouvelle aux BretonsEt malédiction rouge sur les FrançaisUn navire est arrivé dans la baie,Ses blanches voiles grand ouvertes ;Le seigneur Jean est de retour,Il est venu défendre son pays ;Nous défendre des Français,Qui oppriment les Bretons.Si bien que nous lâchons un criQui fait trembler nos côtes ;Si bien que se dressent les montagnes lasses ;Et que se déchaîne la mer ;Si bien que les cloches battent joyeusement,Cent lieues alentours en toutes villes.Le soleil est arrivé, l'été est arrivé ;Le seigneur Jean est revenu !Le seigneur Jean est un homme bon ;Si vif son pied que son œil.Il téta le lait d'une bretonne,Un lait si sain que du bon vin.Sa lance jette des éclairs quand il la brandit,Qu'elle éblouit qui la regarde.Quand il joue de son épée, il frappe si fort,Qu'il coupe en deux cheval et cavalier.Tenons Bretons, tenons bienNi trêve ni pitié, sang à sangLes loups de Basse Bretagne grincent des dents,En entendant la déclaration de la guerre,En entendant la clameur ils hurlent :C’est l'odeur du Français qui les enrage.Les Français là où ils tomberont,Jusqu'au jugement dernier resterontL'égout des arbresSera de l'eau bénite sur sa tombe !(honneur honneur au Gwenn ha Duet aux traîtres malheur rougeliste des chansons Feunteun Santez DwinennBarzhoneg diwar zorn ar C'hembread Ceiriog Hugues, troet e brezhoneg gant Anatol ar Bras (1892)1- Deus feunteun Santez Dwinenn an dour atav a red,Koulskoude ar garantez atav zo bev er bed,Ha, kaer o deus kaout vertuz holl speredoù an dour,N'em zispartifont biken diouzh va mestrezig flour.2- Mont a ris da Llandwinenn, un devezh kreiz an hañv,Ken sodet gant ur verc'hig ken e oan strizh ha klañv.Evañ a ris deus ar feunteun, met kaer em boa evañNa raen met karout muioc'h an hini a garan.3- Goul' a ris petra d'ober digant un den a oad :N'em daol en dour, emezañ, hag az po da vennad.Me war va fenn er feunteun, met a-raok dont er maezDiv wech gwashoc'h evit kent e karen va mestrez.4- Mont a ris da eurediñ, en hañv, ur mintin kaer,D'iliz parrez Llandwinenn hag evit lâret berr,N' desped deoc'h Santez Dwinenn ha d'ar reuz am eus bet,Hiziv mui evit biskoazh ma c'halon zo sordet.5- Enor vras da Llandwinenn ha d'he feunteun dour-red !Met c'hwi yaouankiz da zont ; ho pezit soñj bepredPenaos n'eus Santez na dour kap da droc'hañTerzhienn gozh ar garantez az aer a zaou d'he c'hrennañ. La Fontaine de Sainte Twinenn Poésie de la main du Gallois Ceiriog Hugues, traduite en breton par Anatole le Bras (1892)1- Toujours il coule de l'eau de la fontaine de Sainte Twinenn,Pourtant l'Amour est toujours vif en ce monde,Et tous ces esprits de l'eau ont beau être vertueux,Jamais ils ne se déferont de ma douce maîtresse.2- J'allai à Llandwinenn, un jour en plein étéSi épris d'une jeune fille que j'en étais mal à l'aise et maladeJe bus de cette fontaine, mais j'avais beau boireJe ne faisais qu'aimer d'avantage ma bien aimée.3- Je demandai quoi faire à un vieil homme :Jette toi dans l'eau dit-il, et tu auras ton souhait.Et moi de plonger dans la fontaine, mais avant d'en sortirJ'aimais ma maîtresse deux fois plus qu'avant.4- J'allai me marier, par un beau matin d'été,A l'église de Llandwinenn et pour résumer,Malgré vous Sainte Twinenn et du mal que j'ai eu,Aujourd'hui plus que jamais mon cœur est épris.5- Honneur à Llandwinenn et à sa fontaine d'eau vive !Mais vous les jeunes à venir ; rappelez vous toujoursQu'il n'y a ni Sainte ni eau capable de vaincreLa vieille maladie d'amour qu'on ne peut guérir qu'à deux.liste des chansons Pa soñjan e Selin1- Doareoù ur paotr yaouank kozh,Me m eus tapet ar boazDa dremen ma amzer neoazhA-drugarez da seurt poz :"Pa soñjan e Selin / e sav din, e sav dinPa soñjan e Frañsoaz / e sav din c'hoazhPa soñjan e Maïte / Ma Doue e sav ivezMet pa soñjan e Janin, / neuze ne sav ket ken !Pe savfe pe rafe ket, / An dra-se n'urzhier ket"2- Ar ganaouenn c'hourel mat-seUr rimadell gastrekO tasseniñ barzh al loch-seD'ar c'hedourien galonek :3- Evit diduiñ ma amzerDa douellañ an anken-mañEn ur evezhiañ ar c'hleuzeurA gan 'vel paotr an tour-tan :4- Goude e bedenn diouzh an nozPa 'n ez un tammig sinE kan ar c'hloareg e mod-s'  (e mod-se)Hag eñ war e zaoulin :5- E Plasenn ar SteredennDeuet da zasorc'hiñ an tanKlevet a ris e-kreiz ma fromadennMouezh ar soudard dian’ :  (dianav)6- Hag ez an da echuiñ bremañGant ma son yec'hedelO lâret d'ar baotred o-unanD'he lakaat da gan-broadel :Quand je pense à Fernande1- Une manie de vieux garçon,Moi j'ai pris l'habitudeD'agrémenter ma solitudeAux accents de cette chanson :"Quand je pense à Fernande / Je bande, je bande,Quand j' pense à Félicie, / Je bande aussi.Quand j'pense à 'léonore, / Mon Dieu, je bande encore,Mais quand j'pense à Lulu, / Là, je ne bande plus !La bandaison, papa, / Ça n' se commande pas"2- C'est cette mâle ritournelle,Cette antienne virile,Qui retentit dans la guériteDe la vaillante sentinelle :3-Afin de tromper son cafard,De voir la vi' moins terne,Tout en veillant sur la lanterneChante ainsi le gardien de phare :4- Après la prière du soir,Comme il est un peu triste,Chante ainsi le séminaristeA genoux sur son reposoir :5- A l'Étoile, où j'étais venuPour ranimer la flamme,J'entendis, ému jusqu'aux larmes,La voix du Soldat inconnu :6- Et je vais mettre un point finalA ce chant salutaire,En suggérant aux solitairesD'en faire un hymne national :liste des chansons Ev sistr ‘ta LaouEürusañ tud war an douar, lon laEürusañ tud war an douarEürusañ tud war an douarDaou zen yaouank oc'h en em gar, lon laDaou zen yaouank oc'h en em garAr re zimezet n'em garont ket, lon laAr re zimezet n'em garont ketAr re zimezet n'em garont ketGav o amzer hir ha kalet, lon laGav o amzer hir ha kaletN'oan ket c'hoazh tri miz euredet'benn 'vezen bemdez chikanetTaolioù botoù, fasadigoùHa toull an nor a-wechigoùN'eo ket an dra-se c'hoazh ra poan dinMet traoù all zo bet lâret dinLâret zo din 'oan butunerHa lonker sistr, ha merc'hetaerMe blij ar sistr a voutailhoùHag ar merc'hed a vriadoùAr sistr zo graet 'vit bout evetHag ar merc'hed 'vit bout karetKaromp pep hini e hini'vo kuit da zen kaout gwariziEv sistr 'ta laou, rak sistr zo mat, lon laEv sistr 'ta laou, rak sistr zo matEv sistr 'ta laou, rak sistr zo matUr blank, ur blank ar chopinad, lon laUr blank, ur blank ar chopinad Bois donc un coup de cidre mon garsLes plus heureux de la terre,Les plus heureux de la terreLes plus heureux de la terreDeux jeunes personnes qui s’aiment,Deux jeunes qui s’aimentLes gens mariés qui ne s’aiment pas,Les gens mariés qui ne s’aiment pasLes gens mariés qui ne s’aiment pasS’ennuient à en mourir,S’ennuient à en mourirJe n’étais pas marié depuis plus de 3 moisQue déjà chaque jour je me faisais réprimanderDes coups de pied, des claquesEt la porte même parfoisCe n’est pas cela qui me chagrine le plusMais d’autres choses m’ont été ditesOn m‘a dit que j’étais un fumeur,Un buveur de cidre, et un coureur de juponsJ’apprécie le cidre par bouteillesEt les filles par brasséesLe cidre est fait pour être buEt les filles pour être aiméesAimons chacun sa chacuneAinsi il n’y aura pas de jalouxBois donc un coup de cidre, car le cidre est bon,Bois donc un coup de cidre, car le cidre est bonBois donc un coup de cidre, car le cidre est bonUn sou, un sou la chopine,Un sou, un sou la chopineliste des chansons Tri martolod yaouankTri martolod yaouanktra la la la la laTri martolod yaouankO voned da veajiñO voned da veajiñ, (4 gw.)Gant avel bet kasetBetek an douar nevezE kichen Meilh-ar-WernO deus taolet o eorioùHag e-barzh ar veilh-seE oa ur servijourezHag he goulenn ganinPelec'h hor boa graet konesañsE Naoned er marc'hadHor boa choazet ur walennGwalenn a bromesaHa par omp da zimeziñNi zimezo hon daouHa ni zalc’ho tiegezhNi zalc’ho tiegezh matEvel ur vamm hag un tadNi zimezo hon daouHa pa n'eus ket a vadoùMa mamm c'hwi zo n'hoc'h aezN'ouzoc'h ket piv zo diaesN'hon eus na ti na plouz,Na gwele da gousket en nozN'hon eus na liñsel na lenn,Na pennwele dindan ar pennN'hon eus na skudell na loaNa danvez d'ober baraNi raio evel ar yarNi a gousko war an douarNi raio giz 'r c'hefelegay da noz da glask hor bouedEchu eo ar son-mañAn hini oar a gano c'hoazh  Trois jeunes marinsTrois jeunes marinstra la la la la laTrois jeunes marinspartis voyagerpartis voyager,Ils ont été emmenés par le ventJusqu’à Terre-neuveAuprès de Port-LaunayIls ont jeté l’ancreEt dans ce moulinIl y avait une servanteEt celle-ci me demandaOù nous avions fait connaissanceA Nantes sur le marchéNous y avions choisi une bagueUne bague de fiançaillesEt nous étions prêts à nous marierNous nous marieronsEt nous fonderons une familleNous ferons bon ménageComme un père et une mèreNous nous marieronsMême si nous n’avons pas de biensMa mère vous vivez à l’aiseVous ne savez pas ce qu’est la pauvretéNous n’avons ni maison ni foin,Ni lit pour dormir la nuitNous n’avons ni drap ni couverture,Ni oreiller sous nos têtesNous n’avons ni écuelle ni cuillerNi même de quoi faire du painNous ferons comme les poulesNous dormirons à même le solNous ferons comme les bécassesNous irons chercher notre nourriture la nuit venueCette chanson se termineCelui qui en sait plus chanteraliste des chansons Fañchig bihanFañchig bihan mevel an ti,Kerzhit evidon da Geraouedi.Tapit din ma jav ha bridit eñHag ez in me d’ar c’hoad gantañ.Demat deoc'h c'hwi plac’h ag al lenn,C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn.C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn,C’hwi walc’ho e vouchouer d’an den.Gannan ket brav, gannan ket gwennWalc’hin ket e vouchouer da zenKar me ‘m eus ur breur en arme,Ha pa ouife kement-se...Ha pa ouife kement-se,Droc’hfe ma goug diwar ma divskoaz ! Le petit FrancisPetit Francis valet de la maison,Allez de ma part à Keraouedi.Allez chercher ma monture et harnachez-laAfin que j’aille au bois.Bonjour à vous fille de l’étang,Vous lavez bien, votre linge est éclatant.Vous lavez bien, votre linge est éclatant,Ainsi vous pourrez laver mon mouchoir également.Je ne lave pas bien, je ne lave pas blancJe ne laverai pas votre mouchoir MonsieurCar j’ai un frère qui est à la guerre,Et s’il savait pareille chose…Et s’il savait pareille chose,Il me couperait la tête sans hésiter !liste des chansons Itron Gwerc’hez KervariaItron Gwerc’hez KervariaKarget a levenez ha joa,D’ho pugale roit ho Mennad,Ni ho ped, Mari hor Mamm Vat.Kaer oa gwechall ho chapelKaer ‘vel kalon an dud fidelA zeue amañ d’ho pediñ,Dirazomp emañ an testeni.Heñvel ouzh Sent, pirc’hirinedD’ar chapel-mañ zo deredetPiv lâro an niver dioute ?Mari hepken, Mamm an aelez.Kement a dud hag a ya c’hoazhDa Wengamp, dindan ar gwez glas,Amañ vez gwelet war an dro,Deut eus kant parrez tro-war-dro.Mari a gleve o fedenn,Dezhe holl e roe o goulenn,Darn ‘vit ar c’horf, darn all ivezBede Mari ‘vit an ene.Anvet oc’h Gwerc’hez an Iskuit ;Gwelout a rit o vont kuitTud pareet, hag o foanioùChome da veuliñ hoc’h anv.Notre Dame de KermariaNotre Dame de KermariaPleine de grâce et pleine de joieDonnez à vos enfants votre VolontéNous vous en prions Bonne Mère.Votre chapelle naguère était belleBelle comme le cœur des fidèlesQui venaient ici vous prier,Devant nous en est le témoignage.Tels des Saints, les pèlerinsSont accourus vers cette chapelleQui en dira leur nombre ?Seule Marie, la mère des anges.Tant de gens se rendent aussiA Guingamp, sous les arbres verts,Ici on peut les voire rassemblés,Venus de cent paroisses alentour.Marie entendait leur prière,Elle leur donnait leur demande,Certains pour la santé, d’autres aussiPriaient Marie pour leur âme.Vous êtes reconnue Vierge d’Iskuit ;Vous voyez partirDes gens guéris, et leurs peinesRestaient pour louer votre nom.liste des chansons Merc’hed KeritiSelaouit holl hag e klevfetUr son zo bet nevez savetE Ham tira la lir la lerE Ham tira tra la lir lon laUr son a zo nevez savetDa verc’hed Keriti ’z eo graetMe a wel merc’hed KeritiO tiskenn grav an AbatiGanto ez eus paneradoùKrampouezh gwinizh, boutailhadoùAr c’habiten a lavareNa d’e vartoloded neuzeLakomp ur vagig war ar dourM’efomp ganti war vord ar morM’efomp ganti war vord an aodDa wel ar merc’hed e c’hoant paotrMa vije bolontez Douevije amañ an Douar NevezMa vije bolontez ar Werc’hezrafemp amañ hon feskerezhrafemp amañ hon feskerezhEtre ar Yulc’h ha MolenezE ti Jan Hamon, ar sallerezteufemp d’ho kwelet aliesAdeo Perroz ha PlaeranegSantez-Barba, Beg an DreindedAdeo Penn Briad evit matAdeo ma dous, ez an d’ho kuitaat Les filles de KerityEcoutez tous et vous entendrezUne chanson nouvellement composéeE Ham tira la lir la lerE Ham tira tra la lir lon laUne chanson nouvellement composéeSur les filles de KerityJe vois les filles de KerityDescendre la côte de l’abbayeAvec elles des paniers remplisDe crêpes de froment, de bouteillesLe capitaine disaitAlors à ses matelotsMettons une chaloupe sur l’eauNous irons avec elle au bord de l’eauNous irons avec elle à la grèveVoir les filles en mal d’hommeSi Dieu le voulaitTerre neuve serait iciSi la Vierge le voulaitNous ferions notre pêche iciNous ferions notre pêche iciEntre le Yulc’h et MolèneChez Jeanne Hamon, la saleuseNous viendrions vous voir souventAdieu Perros et PloubazlanecSainte-Barbe, la pointe de la TrinitéAdieu le pointe de Bréhat pour de bonAdieu ma douce, je vais vous quitterliste des chansons Va jardinWar vordig an hent bras, me ‘m oa graet ur jardin, o !Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...Met an holl dud a lâre dinVa jardin o va jardinAn holl dud a lâre dinVa jardin ne oa ket din !En dro d’ar jardin-se, me ‘m oa savet ur c’hleuz, o !Ar c’hleuz oa d’ar jardin,Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...Ha war ar c’hleuzig-se, em boa plantet ur wezenn, o !Ar wezenn oa d’ar c’hleuz, ar c’hleuz oa d’ar jardin,Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...E-barzh ar wezenn-se e oa kresket ur skourr, o !Ar skourr oa d’ar wezenn, ...Ha war ar skourrig-se oa bet savet un neizh, o !An neizh a oa d’ar skourr, ...E-barzh an neizhig-se oa bet dozvet un u, o !An u a oa d’an neizh, ...E-barzh an uig-se e oa kresket ur big, o !Ar big a oa d’an u, ...Ha war lost ar big-se oa kresket ur bluenn, o !Ar bluenn oa d’ar big, ... Mon JardinSur le bord de la grand’ route, j’avais fait un jardin, o !Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…Mais tout le monde me disaitMon jardib o mon jardinTout le monde me disaitMon jardin n’était pas à moi !Autour de ce jardin, j’avais élevé un talus, o !Le talus était au jardin,Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…Et sur ce talus, j’avais planté un arbre, o !L’arbre était au talus, le talus était au jardin,Le jardin était à moi, sur le bord de la grand’ route…Dans cet arbre il avait poussé une branche, o !La branche était à l’arbre, …Et sur cette petite branche un nid avait été fait, o !Le nid était à la branche, …Dans ce petit nid un œuf fut pondu, o !L’œuf était au nid, …Dans ce petit œuf une pie avait grandi, o !La pie était à l’œuf, …Et sur la queue de cette pie une plume avait poussé, o !La plume était à la pie, …liste des chansons Kemenerien PondiviTri c’hemener eus PondiviLip e lip e laer eKargañ raint o revrioù gêTri c’hemener eus PondiviA oa deuet du-mañ da c’hoari.oant ket antreet mat en ti,Lip e lip...oant ket antreet mat en ti,o deus goullet o dijuni.Pep a greunenn, pep a vouchenn,o deus debret ar gemenerien.Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :Ar re-mañ zo re ger o boued.Ma lavare ar wreg bepred :‘vit un devezh ne santfomp ket.Pa oa sonet dek eur e Runanoa lakaet ar yod war an tan.Leizh ar gaoter vras betek ar grignenno deus debret ar gemenerien.Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :Ar re-mañ zo re ger o boued.Ma lavare ar wreg bepred :‘vit un devezh ne santfomp ket.Pa oa sonet teir eur e Runanoa lakaet ar gleurc’h war an tan.Pep a grampouezhenn, pep a zousenno deus debret ar gemenerien.Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :Ar re-mañ zo re ger o boued.Ma lavare ar wreg bepred :‘vit un devezh ne santfomp ket.Pa oa sonet seizh eur e Runanoa lakaet ar pod war an tan.Pep a garter kig-sall, pep a anduilhenno deus debret ar gemenerien.Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :Ar re-mañ zo re ger o boued.Ma lavare ar wreg bepred :‘vit un devezh ne santfomp ket.Tap din an alc’hwez alese,‘vit ma roin arc’hant dezhe.Pep a driwec’h diner o deus bet,Pep a voned bihan o deus graet.        Les tailleurs de PontivyTrois tailleurs de PontivyLip e lip e laer eKargañ raint o revrioù gêTrois tailleurs de PontivyÉtait venu jouer chez nous.Ils n’était pas encore entrés dans la maison,Lip e lip…Ils n’était pas encore entrés dans la maison,Ils ont demandé leur déjeuner.Chacun une croûte, chacun une bouchée,Ont mangé les tailleurs.Si bien que le mari disait à la femme :Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.Mais la femme répondait toujours :Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.Quand sonnèrent dix heures à RunanLa bouillie était sur le feu.Plein la marmite jusqu’au gratinOnt mangé les tailleurs.Si bien que le mari disait à la femme :Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.Mais la femme répondait toujours :Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.Quand sonnèrent trois heures à RunanLa crêpière était sur le feu.Chacun une crêpe, chacun une douzaineOnt mangé les tailleurs.Si bien que le mari disait à la femme :Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.Mais la femme répondait toujours :Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.Quand sonnèrent sept heures à RunanLe pot fut mis sur le feu.Chacun un quartier de lard, chacun une andouille Ont mangé les tailleurs.Si bien que le mari disait à la femme :Ceux là nous coûtent trop cher en nourriture.Mais la femme répondait toujours :Pour une fois, nous ne le ressentirons pas.Attrape-moi la clé de làPour que je leur donne de l’argentChacun dix-huit deniers ils ont euIls ont fait chacun un petit bonnetliste des chansons Gwechall e oaGwechall e oa tan siminalha bremañ zo "chauffage central"Ha bremañ zo, ha bremañ zo,Ha bremañ zo, ha bremañ zo...Gwechall e oa gouloù lutigha bremañ zo "l'tout électrique"Gwechall e oa ar gazojenha bremañ zo ar GPLGwechall e oa arc'hant er gêrha bremañ zo "la carte bancaire"Gwechall e oa c'hoari chiboudha bremañ zo ar baby-footGwechall e oa banne lambigha bremañ zo ar "Gin Tonic"Gwechall e oa ar butun glasha bremañ zo "l'paquet d'gauloises"Gwechall e oa ur bern traoù kozhha bremañ zo "tout un tas de choses" Jadis il y avaitJadis il y avait le feu de cheminéeEt maintenant il y a le chauffage centralEt maintenant, et maintenant,Et maintenant, et maintenant…Jadis il y avait le lumignonEt maintenant il y a le tout électriqueJadis il y avait le gazogène Et maintenant il y a le GPLJadis il y avait de l’argent dans la maisonEt maintenant il y a la carte bancaireJadis il y avait le jeu de ChiboutEt maintenant il y a le baby-footJadis il y avait le coup de LambicEt maintenant il y ale Gin-tonicJadis il y avait le tabac bleuEt maintenant il y a le paquet de GauloisesJadis il y avait un tas de vieux trucsEt maintenant il y a tout un tas de chosesliste des chansons Ezel eus DAO “Deskiñ d’An Oadourien" eo Kalon Plouha ouzhpenn, ur gevredigezh all a zo a-bouez-tre evidomp kelennerien vrezhonek. Ar gevredigezh-se zo he fal aesaat ha klask frammañ ar c’helenn brezhonek war Vreizh a-bezh, met n’eo ket eeunaat anezhañ evel-just ! Pa lavarer "frammañ" e talv kement ha reiñ da bep aozadur a gelenn brezhoneg, peadra da vuzuliañ live e skolidi, evit ma c’hallfe, forzh peseurt den o teskiñ, lavarout : "me am eus al live-mañ live, ha gouest on da vont el live uheloc’h er bloaz-mañ." E mod-se e c’hellfe an den cheñch lec’h (eus Naoned da Gastell-Paol pe eus Sant-Brieg da Gemper) pe cheñch aozadur deskiñ hep kudenn ebet, ha bezañ sur kenderc’hel ingal da vont war-raok e brezhoneg.·Arabat eo soñjal eta e klasko DAO eeunaat ar yezh, ha lakaat anezhi da vezañ standard betek re : hini ebet ne fell dezhañ e c’hoarvezfe kement-se ! An diforc’hioù etre ar rannyezhoù eo ivez a laka hor yezh da vezañ ken brav. N’eo ket ar pal diskar anezho, lakaat an holl da vezañ gouest da gompren an holl, dre selaou aketus hag anavezout dibarderioù ar re all. Ur pal all zo da z/DAO : pourvezañ binvioù kelenn (levrioù, hentennoù, c’hoarioù...) efedus, kuit d’ar gelennerien da derriñ re o fenn, o klask peadra da gas war-raok o c’hentelioù, ha da reiñ buhez dezho. Morwenna Audic, eo kadoriadez DAO.·Brudañ ar c’hentelioù e pep lec’h, a-drugarez da skritelloù brav ha da blegfollennoù kentelius diwar-benn an aozadurioù a zo anezho war an dachenn, zo ur pal ouzhpenn.·Arabat disoñjal ul labour a-bouez a zo bet kaset da benn gant DAO er bloavezhioù tremenet : un diagnostik evit lakaat splann stad ar c’helenn brezhonek d'an dud deuet, e 5 departamant Breizh. Embannet eo bet an disoc'hoù, ha kinniget da bennoù bras ar Rannvro.·Evit mont e darempred gant DAO, ken eeun hag ur postel eo, gant klikañ hepken e c'hellot skrivañ diouzhtu da Frederig Olier, evit goulenn digantañ titouroù diwar-benn DAO : pelec'h heuliañ kentelioù brezhonek tro du-se, piv eo izili DAO, e pelec'h ha pegoulz e vo dalc'het kentañ emvod DAO, ha diwar-benn petra.. Kalon Plouha est membre de DAO "Deskiñ d’An Oadourien" (l'enseignement aux adultes), une association de grande importance pour nous enseignants de breton. Cette association a pour but de structurer l'enseignement du breton sur la Bretagne entière, il ne s'agit en aucun cas de l'uniformiser ! "Structurer" disons-nous, ceci signifie donner à chaque organisation enseignant le breton, le nécessaire pour mesurer le niveau de ses apprenants, pour que n'importe quelle personne suivant des cours de breton, puisse dire : "voilà mon niveau, et je suis en mesure de suivre les cours du niveau supérieur cette année." Ainsi on pourrait déménager (de Nantes à Saint-Pol de Léon ou de Saint-Brieuc à Quimper) ou changer de structure d'apprentissage sans aucun problème, et être sûr de la continuité de sa progression.·Ne croyez surtout pas que DAO cherche à uniformiser la langue bretonne, et la rendre excessivement standard : absolument personne ne le souhaite ! C'est aussi la variété existant entre les différents parlers locaux qui procure sa beauté à notre langue. Il ne s'agit pas d'araser cette variété, mais d'améliorer la compréhension, par l'écoute mutuelle et le respect des différences et des particularités d'autrui. DAO a encore pour but de fournir des outils d'enseignement efficaces (livres, méthodes, jeux...) afin d'éviter aux enseignants de passer le plus clair de leur temps à chercher de quoi animer les leçons, pour qu'elles soient vraiment vivantes. C'est Morwenna Audic la présidente de DAO.·Un autre but est de faire de la publicité, aussi largement que possible, grâce à de belles affiches accompagnées de prospectus instructifs, inventoriant les organismes qui sont présents sur le terrain.·Sans oublier le travail important que DAO a réalisé les années passées : un diagnostic de l'état réel de l'enseignement du breton aux adultes, dans les 5 départements bretons. Les résultats ont été rendus publics, édités et présentés aux autorités régionales. Pour contacter DAO, c'est aussi simple qu'un mail, en un simple clic vous pouvez tout de suite écrire à Frédéric Ollivier, pour lui demander des renseignements sur DAO : où prendre des cours de breton à proximité de chez vous, qui sont les membres de DAO, où et quand se tiendra la prochaine réunion, quel en sera le thème… Gant Kalon Plouha, Ez aio mat pep tra ! Dre vennout deskiñ brezhoneg, Ez omp deuet iskuit ! Dalc'hmat war-sav ! Dalc'h mat Bepred Atav ! petra ri dezho ? Avec Kalon Plouha, Tout ira bien ! Parce que nous voulions apprendre le breton, Nous sommes venus vivement ! Toujours d'aplomb ! Tiens bon toujours quoiqu'il en soit ! Qu'y pouvez-vous ? A-raok kregiñ da vat gant istor ar gevredigezh hec'h-unan, marteze e vennit hiroc'h diwar-benn istor kozh Plouha hag ar vro tro-war-dro. E 1992, o welet ar freuz hag ar reuz bet lakaet er vro da vare an adlodennadeg, e-keñver ar c’hleuzioù hag an hentoù don evel-just met ivez etre an dud o chom war an dachenn, e oa bet krouet KALON PLOUHA.Merzhet e voe neuze ganto pegen bresk e oa hon endro koulz hag an emglev kevredigezhel a rene er vro betek hen. E gwirionez, ouzhpenn ar c’hleuzioù a glaske dispenn ar pennoù bras a neuze : dispennet e vije war un dro holl berzhioù dibar ar Vretoned a-benn diskouez dezho pegen kreñvoc’h oa ar C’hallaoued egeto. An alouberien-se, gouest da ziskar an dremmwel kozh-noe-se en ur ober un nebeut mizioù hepken, a vefe ken gouest all da ziverkañ roudoù diwezhañ hor sevenadur hendadel (anat deoc’h ne oa ket an taol kentañ skoet gant hor yezh da skouer).Splann neuze e voe lakaet pal Kalon Plouha : difenn an endro, ar vro, ar sevenadur hag ar yezh war un dro e parrez Plouha. "Kleuz o tiskenn, keuz o sevel !"  "Kleuz e Breizh, keuz e-leizh!" kadoriad kentañ ar gevredigezh e voe Patrick Chevalier, skoazellet gant Fañchig Gohin evel sekretour, ha Kolina gwreg Fañchig. Goude-se e voe anvet Reun Kras, hag-eñ mil vrudet e Plouha evit e vadoberoù niverus e-touesk an dud o chom eno : atav e veze prest da sikour hini pe hini en dije bet ezhomm. Aet eo Reun Kras da anaon e miz Meurzh 2000, met morse ne vo disoñjet pegen mennet e oa an den evit sikour pe skoazellañ e genvroiz en desped d’an oad ha d’ar c’hleñved. War e lerc’h eo Chanig Spell hag a zo bet anvet da gadoriadez, o terc’hel abaoe 2 vloaz zo, youlek, d’he c’hefridi. "Graet o deus hentoù nevez a gaso ho traktor war-eeun er mor" "Kement a draktorioù zo bet kouezhet er mor m'o deus kavet gwelloc'h stankañ an hent goude hir brederiañ !" "Ha n'eo ket gwir, emit-hu ! Kit eta war-zu Trevroz hag e weloc'h !" E Pouldouran, e-kreiz parrez Plouha, o deus graet gwelloc'h c'hoazh. Holl ar vrezhonegerien a oar ez eus douaroù gleb en ul lec'h anvet Pouldouran. Dizouret o deus an douaroù-mañ diwar bouez labourioù bras a-barzh sevel ul lec'h gwarezet daou vloaz war-lerc'h ar reuz. Ent-ofisiel o deus nac'het ouzh an dud ober ar pezh a zo bet graet ganto ! Bremañ eo deuet douaroù Pouldouran da vezañ lec'h andon dour mat Plouha. Dre dalaradennoù don donoc'h hor bo dour mat Avant de vous parler plus précisément de l'histoire de l'association Kalon Plouha, vous souhaitez peut-être en savoir plus sur l'histoire ancienne de Plouha et de ses alentours. En 1992, au vu du grand gâchis que fut le remembrement, en ce qui concerne les talus et les chemins creux, bien-sûr, mais aussi d’un point de vue humain pour les habitants des zones remembrées, l’association KALON PLOUHA avait été créée.Ils remarquèrent alors aussitôt la fragilité de notre environnement ainsi que celle de la cohésion sociale qui régnait jusqu’alors. En vérité ce n’est pas seulement les talus qui étaient visés par nos gouvernants d’alors : ils feraient par la même occasion table rase de toutes les spécificités bretonnes, pour montrer par-là même aux bretons la supériorité, l’efficacité et la domination française. Des envahisseurs capables de réduire à néant notre environnement séculaire, en seulement quelques mois, seraient tout autant à-même d’effacer les dernières traces de notre culture ancestrale (ce n’est pas bien-sûr la première fois que notre culture était attaquée et notre langue violemment menacée)Le but de Kalon Plouha fut de ce fait clairement défini : défendre à la fois, l’environnement et le patrimoine tant culturel que linguistique de notre pays, à Plouha. "talus abattus, regrets venus !" "les talus en Bretagne,le remord nous gagne !" Patrick Chevalier fut le premier président de l’association, assisté de Francis Gohin comme secrétaire, et de Colette l’épouse de Francis. Ensuite René Cras lui succéda, lui qui était si bien-connu à Plouha pour ses bonnes actions auprès de la population locale : toujours disposé à aider n’importe qui en aurait besoin. René Cras est décédé en mars 2000, mais sa détermination à aider son prochain malgré son grand âge et la maladie, ne sera jamais oubliée. C’est jeannine Spelle qui a été élue à sa suite présidente de l’association et qui assume pleinement sa charge de présidente depuis deux ans. "ils ont fait de nouvelles routes qui mèneront vos tracteurs directement à la mer "Tant de tracteurs sont tombés à la mer qu'ils ont préféré, après longue reflexion, boucher la route !" Ce n'est pas vrai dites-vous ! allez donc du côté de Trevros et vous verrez ! A Pouldouran, au cœur de Plouha, ils ont fait encore mieux. Tous les bretonnants savent qu'il y a des terres humides dans un endroit appelé Pouldouran. Ils ont asséché ces terres au moyen de grands travaux pour en faire une zone protégée, deux ans après le carnage. Officiellement ils ont interdit aux gens de faire ce qu'eux-mêmes ont fait ! Maintenant les terres de Pouldouran sont devenues le lieu de puisage d'eau potable à Plouha. Grâce à des forages de plus en plus profonds, on aura de la bonne eau potable. kadoriadez :Chanig Spell n° 5 – Keruzo – 22580 PLOUHA Eil kadoriadez : Odil Kadoret Sekretour meur : Fañchig Gohin        postel : kalon.plouha@wanadoo.fr Teñzorerez :Maï Te Rebours Eil sekretour :Tomaz Jacquetpostel : kalon.plouha.web@wanadoo.fr ·Eil teñzorer :Jili Blanchard ·Merour :Fulub Desbois Izili :Kresket a-galz eo Kalon Plouha e 2005/2006 : 60 den zo ezel anezhi, gant 40 den oc’h heuliañ kentelioù brezhonek, pa ne oa nemet war-dro 40 den o kemer perzh er gevredigezh e 2004/2005. Kenlabourat a ra Kalon Plouha gant AL LEVRIG, ur gengevredigezh a-feson hag a ro labour da zaou gelenner brezhonek en hor bro, a-hed ar bloaz. Menegiñ a rankomp SKOL AN HANTERNOZ ivez hag a ro ur sikour talvoudus deomp evit dont a-benn da genderc'hel o kelenn Brezhoneg. Prizioù evit emezelañ (digemm) : - emezelañ hepken : 20 € - kentelioù brezhonek : + 30 € = 50 € - kaozeadennoù (d’ar Gwener) : + 10 € = 30 € - re zilabour / studierien : + 10 € = 30 € Skrivañ deomp a c’hellit ma fell deoc’h emezelañ : da Fañchig, pe da Domaz Présidente : Jeannine Spelle niv. 5 – Keruzo – 22580 PLOUHA Vice-présidente :Odile Cadoret Secrétaire général : Fañchig Gohin E-Mail : kalon.plouha@wanadoo.fr Trésorière : MariThérèse Rebours Secrétaire adjoint :Tomaz JacquetE-Mail : kalon.plouha.web@wanadoo.fr  Trésorier adjoint : Gilles Blanchard Administrateur :Philippe Desbois  Membres :Kalon Plouha a bien grandi en 2005/2006 : elle compte maintenant 60 membres dont 40 qui suivent les cours de breton, alors que l’association ne comptait que 40 participants en 2004/2005. Kalon Plouha travaille en étroite collaboration avec AL LEVRIG, une fédération bien connue qui emploi, tout au long de l'année, 2 enseignants de breton dans le Trégor-Goëlo. N'oublions pas d'autre part SKOL AN HANTERNOZ qui nous aide de façon concrète à continuer d'enseigner le Breton. Prix d'adhésion (inchangé) : - adhésion seule : 20 € - leçons de breton : + 30 € = 50 € - discussions (le vendredi) + 10 € = 30 € - chômeurs et étudiants : + 10 € = 30 € si vous souhaitez adhérer vous pouvez écrire : à Francis ou à Thomas Setu aze dre-vras rekipe ar c'hig-ha-farz a vez fardet ganeomp da geñver pred bloaziek ar gevredigezh. Met ne vo ket diskuliet deoc'h hor rekipe deomp-ni : ur rekipe eo alato ! Rekipe dre ar munud, evit an deraouidi Talvezout a ra ivez evit fardañ farz gwenn (o erlec'hiañ ar bleud ed du gant bleud gwinizh) Evit 5 den : Rikoù : ur sac'h lien a 30 santimetr dre 20, ur gaoter vras a-walc'h. Danvezioù : 500 g. Bleud ed du, ½ litrad laezh, 100 g. amann, ur vi, ur meudad holen glas. Kig : bevin (un tamm diwar ar chapeled zo gwelloc'h) ha moc'h (kig sall pe jaritelloù). Leuniit a zour ur gaoteriad , lakait anezhi war an tan. Prientit neuze an toaz diouzh a heul : E-barzh ur girin, meskit ar bleud, ar vi, an holen. Ouzhpennit neuze tamm ha tamm an amann bet lakaet da deuziñ. Memes tra gant al laezh betek ma vo levn an toaz. Leuniit ar sac'h gant an toaz-mañ. Serrit mat gant ur c'hevre evit ne vefe ket kollet toaz. Pa virv an dour, lakait ar sac'h toaz e-barzh (ar farz an hini e vo). Lakaat e-barzh holl legumaj o vont d'ober ar soubenn-ar-c'hig a c'hallit ivez. Evel-se e veze graet gwechall war ar maez : ha soubenn ho po war an dro. A-benn div eurvezh, tennit ar c'hig hag ar sac'h farz eus ar bouilhoñs. Diwall, tomm ruz eo, lezit anezhañ da yenaat un tamm. Tennit ar c'hevre. War an daol, ruilhit o vont ha dont ar sac'h, betek ma vo bruzunet mat ar farz : na lezit ar farz ket da vont  Kinnigit ar farz a-gevret gant ar c'hig. Ur c'halz eus an dud a boultrenn sukr warnañ diouzh an druilh, met e zebret evel m'emañ a c'haller ivez. Tro-bleg Mari ar Stourm : evit kaout farz disec'hoc'h , blotoc'h, e laka e-barzh an toaz, en ur brientiñ, ul loaiad eoul hag ur podig koaven (12 sl.) Evit 500 den, a-walc'h eo fardañ seier brasoc'h ha lieskementiñ dre gant ar c'hementadoù ! Adstumm ar rekipe Farz du (ar gwir hini, ar gwellañ hini…) diouzh kaier rekipeoù Mamm-gozh… Evit 10 den : 500 g. bleud ed du, 125 g. amann, ur pod 20 sl. dienn fresk, 4 vi, 3 loaiad sukr (diret), 1 loaiad holen gwenn, 200 g. Rezin sec'h, ¾ litrad laezh. Meskit an holl zanvezioù-se gant ul loa goat : ar bleud da gentañ gant ur banneig laezh, ouzhpennañ an amann teuzet, ha neuze ar vioù baset evel un alumenn, an dienn, ar sukr, an holen, ar rezin ha peurrest al laezh. Lakaat an toaz e-barzh ar sac'h, skoulmañ o lezel un tamm goullo evit ma c'hallo koeñviñ an toaz. Lakaat en un taol ar sac'h en dour o virviñ (3 l. Pe war-dro) a-gevret gant un tamm kig-sall hag un tamm kig-soubenn. Pe poazhañ ar c'hig-soubenn gant al legumaj eus un tu, hag ar farz gant ar c'hig-sall e-barzh ur gaoter all. Ma fell deoc'h evelkent kaout un tañva a-raok kregiñ gant ken bras labourioù, aozet e vez ganeomp bep bloaz ur c'hig-ha-farz bras : ma fell deoc’h gouzout hiroc'h diwar-benn se, da Golina e c'hallit skrivañ. Voila en gros la recette du kig-ha-farz que nous préparons à l'occasion du repas annuel de l'association. Mais nous ne vous révèlerons pas les détails de notre façon de faire : une recette doit rester secrète ! Recette détaillée, pour les débutants Fonctionne aussi pour faire du farz blanc (en remplaçant la farine de blé noir par de la farine de froment) Pour 5 personnes : Matériel : un sac de toile d'environ 30 cm sur 20, une marmite assez grande. Ingrédients : 500 g. de farine de blé noir, ½ litre de lait, 100 g. de beurre, un œuf, une pincée de gros sel. Viande : du bœuf (dans le chapelet de préférence) et du porc (lard ou jarret). Remplissez une marmite d'eau, mettez-la sur le feu. Puis préparez votre pâte de la façon suivante : Dans une terrine, mélangez la farine, l'œuf, le sel. Mouillez petit à petit avec le beurre que vous aurez fait fondre. Ajoutez le lait progressivement jusqu'à ce que la pâte "fasse le ruban". Remplissez votre sac avec cette pâte. Fermez le bien avec un lacet de façon à ce que la pâte ne s'échappe pas. Quand l'eau bout, mettez y votre sac de pâte (ce sera le farz). Vous pouvez aussi, et on le faisait autrefois à la campagne, y mettre les légumes du pot-au-feu : vous obtiendrez en même temps votre soupe. Au bout de 2 heures, retirez du bouillon votre viande et votre sac de farz. Attention, il est brûlant, laissez le refroidir un peu. Enlevez le lacet. Sur une table, avec un mouvement de va-et-vient, sans laisser échapper le farz, vous roulez votre sac jusqu'à ce que le farz s'émiette (bien "bruzunet"). Servez le avec la viande. La plupart des gens saupoudrent leur farz de sucre, à volonté ; mais on peut aussi le consommer nature. Le truc de Marie le Stourm : pour obtenir un farz moins sec, plus moelleux, elle incorpore à sa pâte, au moment de la préparation, une cuillérée d'huile et un petit pot de crème (12 cl.) Pour 500 personnes, il suffit de fabriquer des sacs plus grands et de multiplier les proportions par 100 ! Variante de la recette Farz noir (le vrai, le bon…) d'après le cahier de recettes de Mamm-Gozh… Pour 10 personnes :500 g. de farine de sarrasin, 125 g. de beurre, un pot de 20 cl. de crème fraîche, 4 œufs, 3 cuillérées de sucre (facultatif), 1 cuillérée de sel fin, 200 g. de raisins secs, ¾ de litre de lait entier. Mélanger tous les ingrédients à la cuillère de bois : la farine d'abord avec un peu de lait, ajouter le beurre fondu en pommade, puis les œufs battus en omelette, la crème, le sucre, le sel, les raisins et le reste de lait. Mettre la pâte dans le sac, nouer en laissant un peu de vide de manière à ce que le farz puisse gonfler.  longer le sac vivement dans l'eau bouillante (3 l. environ) où vous mettez un morceau de petit salé et un morceau de pot-au-feu. Ou cuire le pot-au-feu à part avec les légumes, et le farz avec le lard dans une autre marmite. Si toutefois vous voulez goûter avant de vous jeter dans de tels travaux, nous organisons chaque année un grand kig-ha-farz : si vous souhaitez avoir de plus amples renseignements à ce propos, vous pouvez écrire à Colette. Voila quelques expressions bretonnes que nous trouvons amusantes ! En voici quelques-unes pour l'instant, et beaucoup d'autres viendront ! Si vous souhaitez écouter des expressions bretonnes de base, élégamment prononcées : Loecsen ! Bloavezh mat, buz ha buhez, hag ar Baradoz en diwezh "Bonne année, profit et vie, et le Paradis à la fin" et voici d'autres expressions courantes... Bloavezh mat, buhez mat, yec'hed ha berzh,  hag ar Baradoz en diwezh "Bonne année, bonne vie, santé et réussite, et le Paradis à la fin"  Bloavezh mat, yec'hed ha prespolite, hag ar Baradoz e fin ho puhez"Bonne année, bonne santé et prospérité et le Paradis à la fin de vos jours"C'est de loin la formule la plus répandue.Dre forzh kanañ Nouel e erru an Nedeleg"À force de la chanter, Noël finit par arriver"pourrait se traduire en français par : "tout vient à point à qui sait attendre" D'an Nedeleg e astenn an deiz paz ur c'hefeleg, d'an deiz kentañ bloaz paz ur waz, ha da zeiz ar roueed, paz ul leue "A Noël le jour rallonge d'un pas de bécasse, au premier de l'an d'un pas d'oie et à la Fête des Rois, d'un pas de veau" Et voilà, c'en est fini pour les formules des fêtes de fin d'année An hini n'eo ket un aotrou en e vro, n'en deus ken nemet mont d'ur vro all, hag e vo ! “celui qui n’est pas un « Monsieur » dans son pays, il n’a qu’à partir dans un autre pays et là, il le sera !” Voilà une expression qui équivaut peu ou prou à la locution ”Nul n’est prophète en son pays.”

Kae da dreiñ bili da sec'hiñ er Palud ! “Va donc tourner les galets pour les faire sécher au Palud“ Si vous n’avez rien à faire, voilà une saine occupation... Surtout quand on sait combien il y a de galets là-bas !  An arc’hant zo berr o lost “L’argent a la queue courte“ Il est vrai que Kalon Plouha ne roule pas sur l’or ; l’argent n’est pas facile à attraper par ici ! te oar, te oar… pet lost he deus ar yar “tu sais, tu sais... combien de queues a la poule” voilà une réponse aux gens qui savent toujours tout sur tout ! gwell eo distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall veaj “mieux vaut revenir sur ses pas arrivé à mi-chemin que de faire mauvais voyage” faut pas aller trop loin... Pep hini ‘n eus ur si, an hini ‘n eus ket daou ‘n eus tri “tout le monde a un défaut, celui qui n’en a pas deux en a trois c’est comme ça... (et on n’échappera pas au trépas !) Ouzh ar red n'eus ket a remed ! « On n’échappe pas à la nécessité ! » Ca c’est bien vrai tiens ! Nous nous avons un remède à vous proposer, si tout va de travers : Venez faire un stage avec Kalon Plouha, et tout pour vous s’améliorera ! - peus ket mezh ?! - Ar mez a zo e beg ar gwez [derv]… Il s’agit d’un jeu de mot (intraductible bien-entendu...) mais qui dit à peu près cela : « - tu n’as pas honte ?! - La “honte” est en haut des chênes... » en effet, le mot “glands” et “honte” sont homonymes en breton, Mais que répondre à pareille ruse verbale ? Bara fresk ha keuneud glas a laka ar paour da baour-razh « Le pain frais et le bois vert rendent le pauvre encore plus pauvre » C’est en tous cas ce qu’ont remarqué tous ceux qui ont goûté l’excellent pain de notre ami Yann Vadezour de Lantic  : Il a un four a pain où l’on fait du meilleur pain !. 3 € seulement la miche de pain (du pain bio qui plus est !) achat/réservation : Yann-Vadezour Le Fevre / 1, le Rocher / 22410 Lantic An hini sot hag a oar a fura pa gar “L’idiot qui sait, sait s’assagir quand il veut” Il y a à Kalon Plouha des gens de qui l’on croirait qu’ils sont des drôles de numéros irrécupérables... Mais quand il s’agit de boire ou de manger du kig-ha-farz par exemple, ils ne sont plus du tout les mêmes. Il n’y a évidemment pas qu’à Kalon Plouha que l’on trouve de tels individus, ce proverbe entendu dans les environs de Plouha en est la preuve ! Rev-gwenn war ziskar loar, e-kerzh an tri devezh war lerc'h e vo glav da c’hlac'har "Gelée blanche au décroissant de la lune, Pendant les trois jours qui suivent, il pleuvra jusqu’au chagrin" Et si l’on parlait du temps qu’il fait : N’est-ce pas la meilleure façon d’engager la conversation en breton ? C’est à Pléguien (une petite commune mitoyenne de Plouha) que j’ai entendu ça... delioù a-raok bleuñv, an ever jistr na vo keuz "Feuilles avant fleurs, le buveur de cidre sera déçu" Car c'est de la météo que dépend toute chose : et le cidre entre autre ! Et n'est ce pas de la plus grande importance pour nous bretons ?! tamm ha tamm vez graet e vragoù da Yann tamm ha tamm e teu pig da vran "Petit à petit on fait le pantalon de Jean Petit à petit corbeau devient la pie" il y a beaucoup de "petit à petit" en breton... Cherchez plus bas dans cette page ! tamm ha tamm e teu brav gant Yann e borpant, ha van da van e teu merenn da goan "Petit à petit on fait à Jean un beau veston et peu à peu le déjeuner devient le souper" descendez, descendez encore… tamm ha tamm vez graet e vragoù da Yann tamm ha tamm e teu plac'h da vamm "Petit à petit on fait le pantalon de Jean et petit à petit la fille devient mère" Ca c'est bien vra... Il est grand temps que les bretonnantes (et bretonnants) se mettent à faire plein d'enfants : pour sauver nos écoles Diwan, nos écoles bilingues, nos magasins, nos entreprises... notre langue et notre pays ! tamm ha tamm vez graet e vragoù da Yann… Met pell emañ Yann diouzh e gazeg "Petit à petit on fait son pantalon à Jean... Mais Jean n'a pas encore attrapé sa jument" Descendez il y en a encore d'autres plus bas vous dis-je ! Bon, je pense que le mieux serait de lire toute la page jusqu'au bout ! Reizh yudal gant ar bleiz  ha ken reizh all komz brezhoneg e Breizh "Il est normal d'hurler avec les loups, et tout aussi normal de parler breton en Bretagne" C'est Tanguy Malmanche l'auteur de cette citation, malheureusement,  il n'y a plus de loup en Bretagne depuis belle lurette, tous tués, par les français ! Lavar a zo un dra met ober eo ar gwellañ "Dire c'est une chose, mais le mieux c'est de faire" Rien à ajouter, heureusement qu'il y a des gens de la sorte à Plouha ! Lostek evel ul louarn bet tapet gant ur yar "Penaud comme un renard attrapé (rusé) par une poule" Celui-là n'est assurément pas bien fier ! Emichañs e vo tarvaet ar vuoc'h diouzh an taol kentañ "Peut-être que la vache aura été "taureauée" du premier coup" Ce verbe très imagé fait bien entendu référence à une saillie bovine, C'est à dire : "Ca passe pour cette fois, mais que cela vous serve de leçon  et que l'on ne vous y reprenne pas." Dre ma tro rod an amzer e vez degaset  greun nevez da valañ bepred. "Tant que le temps passe, on a toujours du nouveau grain à moudre" Il y a toujours une nouvelle tâche à accomplir, c'est pourquoi on n'aura sans cesse  du pain sur la planche, surtout quand il s'agit de la Bretagne et du breton. N'eo ket en e gerniel eo e kemerer an tarv Mont war-eeun d'ar bleiz a vefe mont d'ar marv "Ce n'est pas par les cornes qu'il faut prendre le taureau, cela serait comme de se jeter dans la gueule du loup : aller droit à la mort" Voilà une belle répartie à la locution en français : "prendre le taureau par les cornes," ils sont fous ces français aurait dit Obélix le gaulois ! Tamm ha tamm vez graet e vragoù da Yann… Rak pa oa bet ganet, Yann noa tamm bragoù ebet ! "c'est peu à peu que l'on fait le pantalon de Yann… Car à sa naissance, Yann n'en avait pas du tout !" Voilà à peu près un équivalent breton à "Paris ne s'est pas fait en un jour" Ma Doue !Ha Doue ar re all, en deus lammet dreist ar c'hleuz ba' park all marteze  "Mon Dieu ! et celui des autres, il a sauté par dessus le talus  dans le champ du voisin peut-être bien" On entend de nombreuses  personnes dire "Ma Doue !" voilà au moins de quoi répliquer... pinvidik out te ! Pinvidik on ya, vel Job war e vern teil "Tu es riche toi ! Riche, moi, oui bien-sûr, autant que Job sur son tas de fumier" pour continuer sur des expressions fort connues... quand je vous dis que les bretons ont le sens de l'humour ! Re sot 'vit bezañ mestr ha re fin 'vit bezañ mevel "Trop bête pour être patron et trop intelligent pour être valet" Voilà ce qu'on dit à propos de quelqu'un qui n'est ni stupide ni très intelligent Sans doute faut-il sentir dans cette expression une certaine ironie Bloavezh mat, buz ha buhez "Bonne année, profit et vie" et voici d'autres expressions courantes... Bloavezh mat, buhez mat, yec'hed ha berzh,  hag ar Baradoz en diwezh "Bonne année, bonne vie, santé et réussite, et le Paradis à la fin" D'an Nedeleg e astenn an deiz paz ur c'hefeleg, d'an deiz kentañ bloaz paz ur waz, ha da zeiz ar roueed, paz ul leue "A Noël le jour rallonge d'un pas de bécasse, au premier de l'an d'un pas d'oie et à la Fête des Rois, d'un pas de veau" Et voilà, c'en est fini pour les formules des fêtes de fin d'année. Dre vañsonat vez graet ar mañsoner "c'est en massonnant qu'on devient masson" l'équivalent breton de la  locution "c'est en forgeant qu'on devient forgeron" en français. Ken vil eo an hini 'zo ar sac'h war e gein hag an hini a laka e-barzh "celui qui porte le sac sur son dos est aussi détestable que celui qui le remplit" tout cela pour exprimer que le complice est aussi coupable que le criminel. Kala-Goañv Cette expression qui désigne le moment de l'équinoxe d'hiver (la Toussaints dans le calendrier chrétien) pourrait se traduire "les calandes d'hiver" en français. C'est le premier jour de l'année celtique. Et comment ne pas faire le parallèle entre cette expression : "ar C'HALA-GOAÑV" (prononcez "halagoan") et "HALLOWEEN" ? Surtout quand un trégorrois de souche me raconte comment son grand-père, Louis Bail (1888-1966) de Pleumeur-Bodou s'amusait alors avec des gamins de son âge à faire de béteraves des têtes de morts pour effrayer le voisinage ! Ar galleg eo karr an Ankoù e Breizh "La langue française est le fossoyeur de la Bretagne." N'est-ce pas profondément vrai ? pour vous en convaincre, relisez donc de plus près "notre histoire". "EN EN DETRUISANT SA LANGUE ON DETRUIT TOTALEMENT UN PEUPLE" voilà la signification profonde de cette phrase. Il ne s'agit pas d'une locution en tant que tel, mais plutôt une citation : Elle est signée du génial ROPARZ HEMON... Brud vat a chom en toull nor, ha brud fall a red betek ar mor "la bonne réputation reste sur le pas de la porte, et la mauvaise va jusqu'à la mer" Cela est aisé à comprendre quand on sait combien les langues étaient aiguisées autrefois, et le sont toujours dans certains endroits, dans les bourgs ou à la campagne. Mais le comportement des citadins d'aujourd'hui vaut-il mieux, quand il arrive bien souvent qu'on ne s'adresse pas la parole, voir même qu'on s'évite du regard ? Ne baouezomp ket a' n em ziduañ pa goshaomp, koshaat a reomp adal ma paouezomp a ebatal "On ne cesse pas de s'amuser quand on vieillit, mais on vieillit quand on cesse de s'amuser" Il n'est sans doute pas nécessaire d'épiloguer sur ce sujet, Un bon conseil en tous cas pour chacun de nous ! teod ar c'hi medisin, ha teod ar c'hazh binim "langue de chien médecin, langue de chat venin" est-ce vrai ? c'est ce qu'on dit en tous cas, donc je vous le dis ! "Kredit ac'hanon, tout ar pezh a lavaran 'zo gwir ne lavaran morse gaou, nemet marteze ur ger pe zaou" (et on dit encore) "croyez moi, tout ce que je dis est vrai je ne dis jamais de mensonge, sauf peut-être un ou deux mots !" Ne zeu ket diouzh ar sac'h met pezh a zo e-barzh "On ne peut sortir d'un sac que ce qu'il y a dedans…" Voila un dicton d'importance pour les enfants impolis par exemple ! Mais le sens de cette expression est plus large : On ne peut pas trop en demander à un incapable ! N'es-ce pas ? On peut la rapprocher d'une locution française : "même la plus belle fille du monde ne peut donner que ce qu'elle a" Kreizenn Abherve : Lec’hienn kreizenn sevenadurel Sant-Brieg an hini eo. Mignoned dimp int, hag a-wechoù e vez kaset oberoù a-gevret – gant ma vo graet muioc’h en dazont. It eta da weladenniñ o lec’hienn hag ho po tro da glevet keleier fresk war o divout.Aber : ur gelaouenn lennegel e brezhoneg, mat d'ar re a fell dezho lenn brezhoneg a-zoare. War al lec'hienn-mañ e kavoc'h titouroù diwar-benn ar pennadoù bet embannet, ar re da zont, ar c’hendaeloù aozet gant Aber, hag e c'helloc'h koumanantiñ aes-tre. ALBB : Atlas yezhoniel Breizh-Izel an hini eo, a zo bet savet gant Per ar Rouz etre 1920 ha 1960, hag embannet e peder levrenn. Per ar Rouz zo bet kelenner e Skol-veur Roazhon II etre an daou vrezel, ha merket don eo bet ar studi brezhonek gant e labour. Al Levrig : evit anavezout gwelloc'h kengevredigezh Bro-Dreger ha Goueloù. Kinniget e vez ganto kentelioù brezhoneg, stajoù hag oberoù liesseurt, kelennerien da vont da gelenn e-barzh ho kevredigezh, ha bep 2 pe 3 bloaz e vez embannet ganto AL LEVRIG o kinnig en un doare divyezhek ar vuhez sevenadurel war o zachenn. Geriaouegoù a bep seurt a vez embannet ganto a-hend-all : diwar-benn an ostalerioù, ar c'hoari bouloù... Ar Bed Keltiek : lec'hienn ur stal eo houmañ, met ket forzh pehini ! aze po tro da gaout titouroù diwar-benn kement levr pe bladenn geltiek 'zo tout. Dreist-holl e c'halloc'h prenañ traoù na vezont ket kavet aes e lec'hioù all. Hag arabat deoc'h kaout disfiz diouto, gant Keven ar Fur e-unan e vez dalc'het ar stal, hag al lec'hienn ivez ! ·Boulloù Breizh : ul lec'hienn dispar da weladenniñ gant an holl re a vez dedennet gant ar c'hoari hengounel-se. Kavet e vo eno leun a ditouroù talvoudus. Bremaik : ur gelaouenn sizhuniek enlinenn eo. Enni e c’hallot kavout betek un 20 pennad bennak diwar-benn danvezioù liesseurt (arzoù, sport, endro, buhez pemdez...) skrivet gant tud yaouank leun a startijenn ha leun a venozioù. Ober a reont gant ur yezh eeun a-walc’h a-benn kinnig pennadoù d’an holl dud a pa vefen o kregiñ ganti. BZH 5 : liammoù e-leizh vez kavet eno. Talvoudus da gaout chomlec’hioù liesseurt o tennañ da zanvez Breizh : Sevenadur - Yezh - Ekonomiezh... hag ouzhpenn... ur gartenn eus ar Festoù-noz da zont ! EBB : lec’hienn ar strollad Emsav Broadelour Brezhon, a ginnig « un hent nevez evit Breizh ». Fonnus eo a-fet danvez, ha titouret mat-tre ; da-skouer e kavot enni ur pennad deurus-kenañ a-zivout istor Breizh. Freelang : el lec’hienn-mañ, gouestlet d’ar yezhoù dre-vras, e c’hallot kavout ur geriadur Brezhoneg / Galleg – Galleg / Brezhoneg da bellgargañ... nevesaet ha pinvidikaet e vez ar geriadur-se, ingal. Ouzhpenn-se, ur wech pellgarget, e c’hallot-c’hwi e binvidikaat hag e azasat diouzh ho ezhommoù ha diouzh ho c’hoant. Geriadur Troude : sed aze ur geriadur espar. Tra da welout avat gant hini Preder, n’eus ger nevez ebet e-barzh, hogen, evit kaozeal bemdez, reiñ a ra tro da arverañ troiennoù poblek, hep na vefe re liv ar galleg war ho prezhoneg. Imbourc’h : lec’hienn un obererezh bet kaset en dro da-gentañ gant Youenn Olier ; enni e kavot pennadoù talvoudus, gallout a reot koumanantiñ da Gannadig Imbourc’h, pe he lenn war-eeun dre ar genrouedad, pe c’hoazh prenañ levr Y. Olier « Enez ar Vertuz. » Kanaouennoù : gwerzhioù, kan-ha-diskan hag all. Ar pozioù a gavoc’h evel-just hag ivez ar skridoù-sonerezh hag an tonioù enrollet e stumm “midi“. Dispar ma vennit kanañ ! ·Korvigelloù An Drouizig : an difazier brezhonek da bellgargañ, a ya en-dro gant Outlook, Word pe Excel. RET-HOLL ! ·Loecsen : lec’hienn ur gevredigezh a zo he fal kas war-raok ar yezhoù... bras pe vihan, hag an deskiñ anezho. Enni e c’hallot, da skouer, deskiñ sinaeg dre ar brezhoneg, pe ar c’hontrol, kenkoulz all ! Ofis ar Brezhoneg : evit gwelet petra eo labour an aozadur efedus-mañ : kas war-raok ar Brezhoneg evel yezh arnevez ha startijenn ganti, ar pezh a zellez evel-just, met ar pezh n’eo ket avat evit plijout d’an holl, anat deoc’h ! ·Opera  ar vulzun vrezhonek evit ar re a fell dezho kaout un endro vrezhonek evit kas da benn o c’hlaskoù war ar rouedad. Preder : ul lec'hienn a-zoare zo bet savet gant an ti embann oberiant-tre-se. Ma ‘z it warni e kavoc'h holl al levrioù bet embannet ganto dija, hag ouzhpenn titouroù diwar o fenn. Ur geriadur teiryezhek (brezhoneg / saozneg / galleg) en linenn ho po tro da gavout ivez : talvoudus-tre eo ! Tamm Kreiz : ul lec’hienn liesseurt a-zivout ar sonerezh henvoazel ; ar sonerien hag ar ganerien, an dañserien, hag an deiziadoù. Luc’hskeudennoù o tennañ d’an danvez-mañ zo ivez, ha pladennoù nevez. Kreizenn Abherve : C’est le site du centre culturel de Saint-Brieuc. Nous sommes amis, et parfois nous co-organisons des activités – espérons que cela se développe à l’avenir. Allez donc voir leur site et vous pourrez écouter des nouvelles fraîches à leur sujet.      Aber : un journal littéraire en breton, qui comblera tous ceux qui souhaitent lire du breton de qualité. Sur ce site vous trouverez des renseignements à propos des articles déjà parus, des articles à venir, des colloques organisés par Aber, et vous pourrez très facilement vous y abonner. ALBB : L’Atlas linguistique de Basse Bretagne, élaboré par Pierre Le Roux entre 1920 et 1960, et édité en quatre tomes. Pierre Le Roux était professeur à l’Université de Rennes II entre les deux guerres, et son travail a profondément marqué l’étude de la langue bretonne. Al Levrig : pour mieux connaître la fédération Trégor Goëlo. Ils proposent des leçons de breton, des stages et activités diverses, des professeurs pour aller enseigner dans votre association, et, tous les 2 ou 3 ans ils éditent AL LEVRIG, une revue bilingue inventoriant les activités culturelles de leur terroir. Al Levrig édite par ailleurs des lexiques de toutes sortes : le vocabulaire des bistrots, ou celui du jeu de boules… Ar Bed Keltiek : il s'agit du site d'un magasin, mais pas n'importe lequel ! Vous pourrez y avoir des renseignements sur toutes les oeuvres celtiques tant littéraires que musicales. Vous pourrez surtout y acheter des oeuvres que l'on ne trouve pas toujours facilement ailleurs. Achetez en toute confiance, les commandes sont traitées au magasin de Brest par Keven ar Fur himself ! La boule bretonne : un excellent site à visiter pour tous ceux qui s'intéressent à ce jeu traditionnel. Vous y trouverez un tas d'informations utiles. Bremaik : il s’agit d’un hebdomadaire en langue bretonne et en ligne. Il se compose d’une vingtaine d’articles traitant de sujets variés (arts, sport, environnement, vie quotidienne…) écrits par des jeunes dynamiques et débordants d’idées. La langue utilisée est volontairement simple afin de permettre l’accès à un large public, même aux débutants en breton.          BZH 5 : il y a là une multitude de liens. Il sera utile à ceux qui souhaitent avoir des adresses de sites concernant la matière bretonne : Culture - langue - Economie… et en plus… une carte de tous les Fest-noz à venir ! EBB : le site du groupement Emsav Broadelour Brezhon (mouvement nationaliste breton), qui propose « une nouvelle voie pour la Bretagne ». Un contenu très riche, et fort bien renseigné ; vous y trouverez, par exemple, un excellent résumé de l’histoire de Bretagne. Freelang : dans ce site, dédié aux langues en général, vous pourrez trouver un dictionnaire Breton / Français – Français / Breton à télécharger… Ce dictionnaire est régulièrement mis à jour. De plus, après l’avoir téléchargé, vous pourrez l’enrichir et l’adapter à vos besoins et à votre guise. Geriadur Troude : voilà un excellent dictionnaire. Rien à voir avec celui de Preder, il ne comporte pas de mots nouveaux, par contre, dans la conversation courante, il permet de s’exprimer en breton,en utilisant des expressions populaires, sans que votre breton ait la couleur du français. Imbourc’h : c’est le site d’un mouvement qui avait été d’abord initié par Youenn Olier ; vous y trouverez des articles de qualité, vous pourrez vous abonner au bulletin d’Imbourc’h, ou le lire directement en ligne, ou encoreacheter le livre de Youenn Olier « Enez ar Vertu. » Chansons bretonnes : des gwerz, du kan-ha-diskan et autre. Vous y trouverez les paroles bien-entendu, et également les portées correspondantes, et même les airs enregistrés sous forme de fichiers “midi“. Si vous voulez chanter (en breton) c'est le site qu'il vous faut. Korvigelloù an Drouizig : le correcteur orthographique en breton à télécharger, il fonctionne avec Outlook, Word ou Excel. ABSOLUMENT INDISPENSABLE ! Loecsen : le site d’une entreprise dont le but est de promouvoir les langues… petites ou grandes, et leur apprentissage. Grâce à lui, vous pourrez, par exemple, apprendre le chinois à partir du breton, ou aussi bien le contraire ! l'Office de la Langue Bretonne : pour découvrir le travail de cette efficace organisation : faire progresser le breton comme langue moderne et dynamique, ce qui est évidemment amplement mérité, mais ne plait pas forcément à tout le monde ! Opera : c'est le navigateur Internet breton pour ceux qui veulent un environnement bretonnant pour naviguer sur le net. Preder : cette maison  d'édition très active dispose également d'un excellent site. Si vous y allez vous y trouverez tous les livres qu'ils ont déjà édités, et en plus de nombreux renseignements. Vous y trouverez aussi un dictionnaire trilingue (breton / anglais /français) en ligne : cela est très utile ! Tamm Kreiz : Un site varié à propos de la musique traditionnelle ; les musiciens et chanteurs, les danseurs, et les dates. Il y a aussi de nombreuses photos sur ce sujet, et les nouveaux disques. GWASTELL AR ROUANED : Lidet e vo Gouel ar Sterenn gant Kalon Plouha, d’ar 14 a viz Genver 2006 da 4 eur, er skol sonerezh (bali Laenneg – Plouha). Hon holl izili zo kouviet : ma n’oc’h ket ezel c’hoazh, na dermit ket evit goulenn ho kartenn ezel. ADKROG EO ! ... gant ar c’hentelioù... Tud ‘zo, ha re all da zont, a-hervez ! Mar befe tud all, avat, a savfe enno c’hoant deskiñ brezhoneg, e tegemerfemp anezho laouen, evel boaz ! Setu ‘ta bepred, un damsell eus an amva plijus a oa o ren er strolladoù 2 ha 3, e-kerz ar gentel gentañ, d’ar Yaou 6 a viz Here 2005.  Strollad 2  : laouen an dud oc’h en em gavet a-gevret adarre ! Strollad 3  : un tamm mat labourusoc’h Lod zo aet da guzh dirak al luc’hskeudennerez zoken... ·BLOAVEZH 2005-2006 :Dalc’het e oa bet hon Emvod-meur d’ar 24 a Wengolo 2005, en Oaled Vrezhon. Pebezh bodad lamponed ! (Trugarez da Izabel Schindelman evit al luc’hskeudenn) A-benn neuze e oa bet lakaet, dre live, an deizioù hag an eurioù, ma vo dalc’het ar c’hentelioù, bep sizhun, ER SKOL SONEREZH / Bali Laenneg e Plouha : Live Deiz Eur Kelenner Kentel gentañ Live 1 (deraouidi) Yaou 19e00 – 20e15 Gwilhom Morin 6/10/2005 Live 2 Merc’her 18e30 – 20e00 Tomaz Jacquet 5/10/2005 Live 3 Yaou 20e15 – 21e30 Gwilhom Morin 6/10/2005 Live 4 (kaozeadennoù) Gwener 18e00 – 20e00 Odil Kadored 7/10/2005 Priz ar c’hentelioù hag an emezelañ zo chomet kement ha warlene. Abadennoù ouzhpenn : N’eo ket ar menozioù a ra diouer deomp ! Kerzhadennoù ha prezegennoù a vo, evel-just. Netra peurresisaet evit c’hoazh, avat, met graet e vo a-benn nebeut ! Sadornvezhioù Kalon Plouha : Kenderc’hel a raimp, evel warlene, da aozañ abadennoù d’ar Sadorn, ur wech ar miz, pe ur wech bep eil miz, gant ar pal bodañ HOLL izili Kalon Plouha, E BREZHONEG (mar plij !). Devezhioù leun a fell deomp kas en dro, avat, diwar vremañ (e-skoaz warlene, pa ne oa nemet abardaevezhioù studi-hag-eskemm), a-benn sikour hon holl izili da vrezhonegañ e-maez ar c’hentelioù. Ar Sadornvezh kentañ eus ar seurt, a vo e miz Du o tont : pedet e vo Louis-Jacques Suignard d’ober war-dro ur abadenn gan. STAJ HAÑV 2005 Echu eo ar staj 2005 (eus an 8 d’an 13 a viz Eost 2005), plijadur zo bet, sur ! Muioc’h c’hoazh eget warlene marteze. 36 den o deus kemeret perzh : 3 live a oa, ha pevar c’helenner d’ober war o zro. LAOUEN-KENAÑ e oa an holl e dibenn ar staj ; ar stajidi kenkoulz hag ar gelennerien ! Kalz traoù zo bet graet ouzhpenn ar c’hentelioù : deskiñ dañsal an Dañs-Treger (e brezhoneg evel-just !) mont a-dreuz Bro-Oueloù da-geñver ur rali. selaou ur brezegenn diwar-benn lennegezh an XXvet kantved, gant Pierrette Kermoal, pennskrivagnerez ABER, hag aozerez al levr ROPARZ HEMON / UN ENE TAN. prenañ levrioù digant Kuzul ar Brezhoneg, meziantoù, filmoù ha bannoù-treset digant Stur/BZH5, ha koumanantiñ da “YA”. gwelladenniñ Abati Boporzh (e brezhoneg evel-just !) ha kanañ gant Louis-Jacques Suignard ! Ar stajidi : 32 zen kalonek HA LAOUEN ! (Trugarez da Garolin Cotard evit al luc’hskeudenn) Abati Boporzh dindan heol Bro-Ouelou... Grik ! Selaouomp an hencher-prezegenner (lod a ra “Ar Mestr” anezhañ !) Dindan gwez Ginkgo biloba Boporzh... Ha petra zo bet lavaret e kelaouennoù ar vro ? E Ouest-France... En Telegramme, Er Presse d’Armor... Hag adarre er Presse d’Armor ! Ma oa bet kenaozet staj 2003 gant Roudour ha Kalon Plouha, er bloaz-mañ, evel e 2004, tud Kalon Plouha o deus graet war-dro. Aozet e vo endro da vloaz (eus an 7/08/06 d’an 12/08/06) evel-just ; m’ho peus c’hoant da lakaat ho anv, e c’hallit diouzhtu : kasit ‘ta ur postel da : kalon.plouha@wanadoo.fr. Ma fell deoc’h lakaat ho anv e-barzh unan eus ar c’hentelioù brezhonek, kemer perzh e-barzh unan eus hon abadennoù, pe c'houzout hiroc'h a-zivout an dra-mañ-tra, skrivit 'ta ! da Fañchig, da Golina pe da Domaz.  GALETTE DES ROIS : Kalon Plouha fêtera l’Epiphanie, le samedi 14 janvier 2006 à 16 h., à l’école de musique (Avenue Laennec - Plouha). Tous nos membres sont conviés : si vous n ‘êtes pas encore membre, demandez votre carte d’adhérent. C’EST REPARTI ! ... les cours de breton... Il y a du monde, et il en reste à venir, apparemment ! Mais si d’autres se décidaient à venir apprendre le breton, nous les accueillerions à bras ouverts, comme d’hab’ ! Voilà toujours, un aperçu de la bonne ambiance qui régnait dans les groupes 2 et 3, lors du premier cour de l’année, le jeudi 6 Octobre 2005. Groupe 2 : tout le monde est heureux De se retrouver ! Groupe 3 : sérieusement plus studieux Certains ont même été se cacher pendant la photo...                                             ANNEE 2005-2006 : Nous avons tenu notre Assemblée Générale le 24 septembre 2005 au Foyer Breton. Quelle assemblée, mon Général ! Merci à Isabelle Schindelman pour la photo) Nous avions alors défini, par niveau, les jours et les heures où se tiendront les leçons, chaque semaine, A L’ECOLE DE MUSIQUE / Avenue Laennec à Plouha : Niveau Jour Heure Enseignant Première leçon Niveau 1 (débutants) Jeudi 19h00 – 20h15 Guillaume Morin 6/10/2005 Niveau 2 Mercredi 18h30 – 20h00 Thomas Jacquet 5/10/2005 Niveau 3 Jeudi 20h15 – 21h30 Guillaume Morin 6/10/2005 Niveau 4 (discussion) Vendredi 18h00 – 20h00 Odile Kadored 7/10/2005 Le tarif des cours est resté identique à l’an dernier. Activités supplémentaires : Ce ne sont pas les idées qui nous manquent ! Des randonnées et des conférences seront bien évidemment organisées. Rien de tout à fait précisé pour l’heure, mais on le fera sans tarder ! Les Samedis de Kalon Plouha : Nous allons continuer, comme l’an dernier, à organiser des activités le samedi, une fois par mois, ou une fois tous les 2 mois, dans le but de rassembler TOUS les membres de Kalon Plouha, EN BRETON (s’il vous plaît !). Nous souhaitons organiser des journées entières, à partir de maintenant (alors que l’an dernier il ne s’agissait que d’après-midi d’étude et d’échanges), pour permettre à tous nos membres de parler breton en dehors des leçons. Le prochain Samedi de ce type, aura lieu en Novembre : nous allons inviter Louis-Jacques Suignard qui viendra animer une séance de chant. STAGE D’ETE 2005 : Le stage 2005 est terminé (du 8 au 13 août 2005), que c’était chouette ! Plus encore que l’an dernier peu-être. 32 personnes y participaient : 3 niveaux, et 4 enseignants pour s’occuper de tout ce petit monde. Tout le monde était SUPER CONTENT à la fin du stage ; les stagiaires comme les enseignants ! On a fait des tas d’activités en plus des cours : -apprendre à danser la Dañs-Treger (danse du Trégor) (en breton bien entendu !) aller à la découverte du Goëlo à l’occasion d’un rallye. écouter une conférence sur la littérature bretonne du XXème siècle, par Pierrette Kermoal, rédactrice en chef de ABER, et auteur du livre ROPARZ HEMON / UN ENE TAN. acheter des livres à Kuzul ar Brezhoneg, des logiciels, des films, des BD à Stur/BZH5, et s'abonner à “YA”. visiter l’Abbaye de Beauport (en breton bien entendu !) et chanter avec Louis-Jacques Suignard ! Les stagiaires : 32 courageux CONTENTS ! (Merci à Caroline Cotard pour la photo)  L’abbaye de Beauport sous le soleil du Goëlo... Chut ! Ecoutons le guide-conférencier {certains l’appellent “Ar Mestr” ! (le Maître)} Sous les Ginkgo biloba de Beauport… Et qu’en dit la presse locale ? Dans Ouest-France... Dans le Télégramme, Dans la Presse d’Armor... Et encore dans la Presse d’Armor ! Si le stage de 2003 était le fruit d’une collaboration entre Roudour et Kalon Plouha, cette année, comme en 2004, ce sont les membres de Kalon Plouha qui en furent les organisateurs. Ce stage sera bien-entendu ré-édité l’an prochain (du 7/08/06 au 12/08/06) évidemment ; si vous souhaitez vous y inscrire, vous pouvez le faire immédiatement : écrivez un e-mail à : kalon.plouha@wanadoo.fr. Si vous souhaitez vous inscrire dans l'un des cours de breton mentionnés ci-avant, participer à une de nos animations, ou avoir de plus amples renseignements à propos de l’une de ces animations, écrivez-nous ! à Francis, à Colette ou à Thomas. Bepred ez eus Raktresoù... ha traoù kadarnaet endeo. 4 c’hentel vrezhonek zo diwar vremañ, gant 4 live disheñvel : live 1 : evit deraouidi hep tamm anaoudegezh ebet eus ar yezh pe dost, ha c’hoant ganto deskiñ hor yezh veur, evit kaout darempredoù donoc’h gant o endro, ha pa vefe istorel, sevenadurel pe denel. Live 2 : evit tud gant un tammig anaoudegezh eus ar brezhoneg, pe fals deraouidi m’ho peus c’hoant (tud bet e live 1 e-pad ur bloavezh, pe bet en ur staj brezhonek ur wech bennak, pe c’hoazh bet klevet brezhoneg tro dro dezho pa oant bihan) live 3 : evit tud gouest da gaozeal (“komz a c’hellan met diaes eo din c’hoazh”) ha c’hoant ganto peurzeskiñ ar yezh, koulz dre skrid ha dre gomz. Adalek al live-se e vez kelennet e brezhoneg penn-da-benn, gant ar ger-stur : “ger gallek ebet !“ live 4 : evit ar re en o bleud gant ar brezhoneg ha c’hoant ganto peurstudiañ diaesterioù zo. E-barzh al live-se evel-just e rankomp bezañ fealoc’h c’hoazh d’hor ger-stur : “ger gallek ebet !“ Emvodoù ouzhpenn : ur Sadorn bep miz int digor da holl izili Kalon Plouha (a heuilh kentelioù brezhonek pe get) c’hoant ganto eskemm pe en em voazañ ouzh ar yezh komzet : tu zo, evit kemer perzh, emezelañ da Galon Plouha (20€) ha pa ne vefec’h dedennet nemet gant se. War ar bajenn “HAG A NEVEZ” e vez skrivet deiziad an hini o tont. Evit lakaat ho anv er c’hentelioù-se, e c’hellit skrivañ da unan ac’hanomp : da Fañchig, da Golina pe da Domaz Ouzhpenn kentelioù brezhonek a vez graet gant Kalon Plouha evel-just, Baleadennoù a vez aozet gwech an amzer er vro evit dizoleiñ ar c’hoadoù, an hentoù don, ar sterioù, pe c’hoazh al laboused... met dreist-holl evit daremprediñ an eil gant egile, en ur gaozeal brezhoneg evel-just ! E Plouha pe tro war dro e vezont aozet peurliesañ : e Breheg, e Beg Plouha, e Lanleñv, e Staol ez eus bet anezho dija. Prezegennoù a vez tu da glevet alies ivez er skolaj e Plouha pe en Oaled Vrezhon : Gwennole Ar Menn, Daniel Giraudon, Yann Taleg da skouer o doa bet ar vadelezh da ginnig deomp o oberennoù. Liesseurt-tre e vez an temoù kinniget. Sonadegoù a glasker aozañ ivez : e Chapel Kervaria an Iskwit e oa bet aozet div er bloazioù tremenet : da gentañ e oa Anne Heyman (telennerez eus ar  Stadoù Unanet) a oa deuet da reiñ deomp da glevet douster sonioù he zelenn geltiek, ha da c’houde hor boa bet mil plijadur o klevet hini Yann Fulub Dupuis (unan eus ar re wellañ e Breizh evit seurt benveg) deuet a-ratozh e Kervaria, gant e strollad sonerien ha kanerien dispar a-bezh, KERVALAN e anv.Nevez zo, da-geñver staj brezhonek 2004 hor boa degemeret Ifig Troadeg : arbennik war an dastum eo eñ, gant-se en doa roet deomp da glevet gwerzioù eus ar c’haerañ. Ur c’hig-ha-farz a vez aozet bep bloaz, a-benn reiñ kalon d’ar muianiver da gregiñ e-barzh, a-gevret ganeomp. E 2003 hor boa fardet holl a-gevret hor c'hig-ha-farz kentañ, ha mat e oa me lâr deoc’h !Tremenet eo an darvoud evit 2005 endeo. Dispar e oa bet an aergelc'h. Ma fell deoc’h kemer perzh evit ar wech o tont, embannet e vo, kerkent ha resisaet an deiziad, er bajenn “hag a nevez ?”· Ur Fest-noz a oa da-heul kig-ha-farz 2005 : deuet oamp a-benn anezhi, aozet e vo en-dro en dazont eta. Ur staj brezhonek a vez aozet e-pad ur sizhun diouzh an hañv.Evit an trede gwech e oa bet graet er bloaz-mañ. Berzh en doa graet ar staj e 2003, a-dra-sur, gant 25 stajiad. Gwelloc’h eo bet c’hoazh e 2004 gant 30 stajiad, hag e 2005, an 32 stajiad hag ar 4 c’helenner a oa laouen-kenañ gantañ !Adaozet e vo c’hoazh er bloavezhioù o tont gant ar spi e kendalc’ho da vont war wellaat ha war greskiñ...Kentelioù a vez bemdez eus 9 eur beure betek 3 eur ½ abardaez, ha goude-se obererezhioù liesseurt betek 6 eur, 6 eur ½ (diouzh tro). Kinnig leun a obererezhioù liesseurt ouzhpenn ar c’hentelioù a fell deomp, a-benn reiñ tro d’an dud da zizoleiñ traoù a-drugarez d’ar brezhoneg.War dro 160 € eo ar sizhunvezh staj-se (120 € evit ar studierien pe an dud dilabour)sed amañ un alberz eus staj 2003 ha 2004...hag ivez luc’hskeudennoù eus hini 2005. Ma fell deoc’h dont d’unan eus hon abadennoù kaer ha liesseurt, skrivit ‚ta ! da Fañchig, da Golina pe da Domaz Toujours des projets… et déjà des activités planifiées Il y a dès aujourd'hui des leçons dans 4 niveaux différents : niveau 1 : pour les débutants, sans aucune connaissance ou presque de la langue, et qui souhaitent apprendre notre belle langue, pour avoir des liens plus profonds avec leur environnement, qu'il soit historique, culturel ou humain. niveau 2 : pour les gens qui ont une petite connaissance du breton, ou faux-débutants (personnes  ayant été en niveau 1 pendant un an, ou ayant déja participé à un stage de breton, ou encore ayant entendu parler breton autour d'eux quand ils étaient petits) niveau 3 : pour des gens capables de s'exprimer (“komz a c’hellan met diaes eo din c’hoazh” – "Je peux parler mais avec encore quelques difficultés") et qui souhaitent améliorer leurs connaissances de cette langue, autant à l'écrit qu'à l'oral. A partir de ce niveau on enseigne totalement en breton, en gardant toujours présente à l'esprit notre célèbre devise : “ger gallek ebet !“ ("pas un mot de français !") niveau 4 : pour ceux qui "se sentent dans leur farine avec le breton" (à bloc dans leur élément !) et qui souhaitent approfondir certaines subtilités linguistiques. A ce niveau  bien entendu nous devons être plus fidèles que jamais à notre devise : “ger gallek ebet !“ ("pas un mot de français !" Rencontres supplémentaires : un samedi par mois, elles sont accessibles à tous les membres de Kalon Plouha (suivant ou non des leçons) souhaitant partager ou de se familiariser avec la langue bretonne parlée : il est possible, afin d’y participer, d’adhérer à Kalon Plouha (20€), même si vous n’êtes intéressé que par ces rencontres. La date de la prochaine réunion est précisée dans notre rubrique “QUOI DE NEUF”. Pour vous inscrire à l'une de ces leçons il vous suffit d'écrire à l’un de nous : à Francis, à Colette ou à Thomas Bien entendu, Kalon Plouha n'organise pas uniquement des leçons de breton, ·Des promenades (où l'on parle breton) sont organisées de temps en temps dans le secteur de Plouha pour découvrir les bois, les chemins creux, les rivières, ou encore les oiseaux... mais surtout pour faire un peu mieux connaissance les uns des autres, en parlant breton évidemment ! Elles se déroulent en général dans les alentours de Plouha : Il y en a déja eu à Bréhec, à la Pointe de Plouha, à Etables sur mer, ou à Lanleff. Des conférences sont également régulièrement présentées au collège de Plouha ou au Foyer Breton : Gwennole Le Menn, Daniel Giraudon, Jean Tallec par exemple ont déja eu la bonne idée de nous présenter leurs travaux. Les sujets présentés sont d'une grande variété. Des concerts sont aussi proposés : deux d'entre eux se sont déroulés à la chapelle de Kermaria an Isquit au cours des années qui viennent de s'écouler : tout d'abord Anne Heyman (harpiste des Etats Unis) était venue nous faire entendre le doux son de sa harpe celtique, et, par la suite nous avions eu le grand plaisir d'entendre celle de Yann-Fulup Dupuis (l'un des meilleurs de Bretagne à la harpe celtique) venu de bon coeur à Kermaria, avec son groupe d'excellents musiciens : KERVALAN.Plus récemment, à l’occasion de stage d’été 2004, nous avons accueilli Ifig Troadeg : spécialiste du collectage, il nous avait à cette occasion, proposé des plus magnifiques gwerz bretonnes. Un kig-ha-farz est organisé chaque année, pour attirer le plus possible de gens à venir nous rejoindre dans nos projets. En 2003 nous avions préparé tous ensemble notre premier kig-ha-farz, que c'était bon !L’édition 2005 est déjà passée. L’ambiance y était excellente. Si vous souhaitez participer à la prochaine édition, le rendez-vous sera donné dès la date arrêtée, dans notre rubrique “quoi de neuf ?”·Un Fest-noz a suivi le kig-ha-farz 2005 : une expérience réussie que nous souhaitons reconduire à l’avenir. Un stage de breton d’une semaine est organisé pendant l’été.C’était la toisième édition cette année. Le stage de 2003 avait été un vrai succès, évidemment, avec 25 stagiaires. Celui de 2004 était encore mieux réussi, et, en 2005, les 32 stagiaires et les 4 enseignants en ont été ravis !Nous proposerons encore des stages de ce type dans les années à venir, en espérant qu’ils continueront à s’améliorer et à grandir...Il y a des cours chaque jour de 9 h. à 15 h. 30, et ensuite des activités variées jusqu’à 18 h. - 18 h. 30 (ça dépend...). Nous souhaitons proposer un maximum d’activités en plus des cours, afin de permettre aux stagiaires de se cultiver grâce au breton.Ce stage coûte environ 160 € la semaine par personne (120 € aux étudiants et chômeurs)voici un aperçu des édition 2003 et 2004...et aussi des photos de l'édition 2005... Si vous souhaitez venir à l'une de nos joyeuses animations, écrivez-nous donc ! à Francis, à Colette ou à Thomas E Breizh evel just, unan eus an teir bro geltiek ma vez komzet ur yezh predenek enno.E Bro-Oueloù ez resis emañ Plouha, petra anatoc’h pa ouzer e talvez "Goueloù" kement ha "gwellañ" e krennvrezhoneg ?Ma ne gredit ket kement a gontan deoc'h, bez' e c'hellit eta lenn ar pennadoù-mañ o tegas un testeni eus istor kozh Plouha.Met, abaoe aloubadeg ar C’hallaoued er vro-mañ, kenkoulz hag e Breizh a-bezh, emañ en arvar evit a sell hec’h endro, a pa ve sevenadurel pe naturel.Setu aze displeget buan-ha-buan pere eo an abegoù o doa broudet plouhaiz zo da sevel Kalon Plouha, un dek vloaz bennak zo. "Kalon Plouha" eo an anv bet choazet gant hor c'hevredigezh kement ha diskouez ez eo hor pal labourat war an dachenn e-kreiz parrez Plouha. Ma fell deoc’h gouzout : PELEC'H E VEZ DALC'HET AR C'HENTELIOU War an aod, e kornaoueg bae Sant-Brieg (Bro-Oueloù) emañ Plouha, bourk eus Aodoù an Arvor (22) ma vev ennañ ouzhpenn 4400 den. War dro 30 kilometr e gwalarn Sant-Brieg, 25 e biz Gwengamp, ha 17 e gevred Pempoull emañ. War vevenn ar brezhonegva en em gavfe Plouha, hervez lod. N’eo ket Brezhoneg ken a vez klevet e reter Plouha, gallaouek (un is yezh deveret eus yezhoù oïl) an hini eo. Sed aze atav ar pezh a gaver war lec'hienn ofisiel ti-kêr Plouha, met resisoc’h ha skianteloc’h eo lavaret emañ bevenn ar brezhonegva 10 km alese war-zu ar reter, e Treveneg. Ul lec'hienn a zo ivez gant ti an douristed Plouha, titouroù talvoudus e-barzh. En Bretagne bien-sûr, l’un des trois pays celtiques où l’on parle une langue britonnique.Dans le Goëlo plus précisément, quoi de plus évident quand on sait que "Goëlo" signifie "meilleur" en moyen-breton ?Si vous n'êtes pas tout à fait convaincu de ce que l'on vient de dire, vous pouvez tout de suite aller lire ces textes qui témoignent de l'histoire ancienne de Plouha.Mais depuis l’occupation française, et comme dans toute la Bretagne, son environnement tant culturel que naturel est menacé.Voilà expliqué succinctement quelles furent les motivations qui poussèrent certains plouhatins à créer Kalon Plouha il y a 10 ans. "Kalon Plouha" signifie, mot pour mot, "le Cœur de Plouha", nom choisi par une équipe qui est décidée à inscrire son action, sur le terrain, au cœur de Plouha. Si vous souhaitez savoir : OU SE PASSENT LES LECONS DE BRETONS Plouha, petite ville des Côtes d'Armor (22) où vivent plus de 4400 habitants, se situe sur la côte ouest de la baie de Saint-Brieuc (côte du Goëlo).Elle se trouve à 28 Km au Nord Ouest de Saint-Brieuc, à 23 Km au Nord Est de Guingamp et à 17 Km au Sud Sud-Est de Paimpol. Plouha a la particularité d'être la limite Nord-Est de la langue bretonne (au dire de certains) En effet, à l'Est de Plouha, ce n'est plus le breton qui est parlé mais (un parler d'oïl) le Gallo. Voilà en tous cas ce qui est dit sur le site officiel de la mairie de Plouha, mais il est plus exact et plus scientifique de considérer la frontière linguistique à 10 km de là, vers l’Est, à Tréveneuc. L'office de tourisme de Plouha possède également un site avec bien des informations utiles. Raktresoù liesseurt ha niverus hon eus evit ar bloaz-mañ ha goude, ha lod zo bet kadarnaet dija : Prezegennoù e brezhoneg (pe zivyezhek diouzh ar selaouerien) zo war ar stern : Gwenole ar Menn a vo pedet da gomz deomp diwar-benn istor ar brezhoneg : « ar yezhoù e Breizh ». Ur gerzhadenn bennak d’ar Sul goude merenn a vo e-kerzh ar bloaz, anat deoc’h. Anv zo da aozañ unan a-hed an aod e Plouha endeo. Lakaet e vo an deiziad hag al lec’h emgav diouzhtu pa vo kadarnaet. Unan all a vo en nevezamzer 2006, hentet gant hor mignon Bernez, eus Staol  Deuet e oa e Plouha endeo strollad c'hoariva brudet Goulc’han Kervella ; STROLLAD AR VRO BAGAN, e miz Eost 2004 e-kerzh hor staj, c’hoant hon eus avat d’o fediñ c’hoazh en dazont, evit un dra un tammig brasoc’h... ha perak ket evit unan eus o abadennoù meur ? C’hoant hon eus ivez da bediñ ar strollad c’hoariva AR SPONTAILHOÙ evit un abadenn d’ur sadorn abardaez bennak e-kerzh ar bloaz 2006. Plijet e vefemp o pediñ Louis-Jacques Suignard, ur Sadorn bennak e 2005-2006, marteze : a-benn kinnig un abadenn kanañ... ur seurt kentel kan ma fell deoc’h, met digoroc’h ! Hag evel-just, e c’hellfe an abadenn-se echuiñ gant ur sonadeg diouzh an noz a-berzh ar c’haner dispar m’eo Louis-Jacques. Evel bep bloaz e vo kinniget ur c’hig-ha-farz eus ar re lipousañ : an deiziad zo da vezañ lakaet. Ma fell deoc'h kaout titouroù resis ar buanañ ar gwellañ diwar-benn hor raktresoù, e c’hellit skrivañ deomp : da Fañchig, da Golina pe da Domaz Nous avons des projets nombreux et variés pour cette année et pour plus tard : certains sont déjà confirmés : Des conférences en breton (ou bilingues selon l'auditoire) sont prévues : Gwenole le Menn sera invité à nous parler de l’histoire de la langue bretonne : « les langues en Bretagne ». Il y aura évidemment quelques randonnées, le dimanche après-midi dans le courant de l'année. Il est déjà question d’en organiser une le long des falaises de Plouha. La date et le lieu de rendez-vous seront précisés ultérieurement. Une autre aura lieu au printemps 2006, guidée par notre ami Bernez d’Etables-sur-Mer. La célèbre troupe de théâtre de Goulc’han Kervella ; STROLLAD AR VRO BAGAN est déjà venue en août 2004 à l’occasion de notre stage, mais nous souhaitons les inviter de nouveau à l’avenir, pour quelque chose d’un peu plus grand… et pourquoi pas un de leurs spectacles grandioses ? Nous souhaitons également inviter la troupe de théâtre AR SPONTAILHOÙ (les épouvantails) pour une représentation, un de ces samedi après-midi, pendant l’année 2006. Nous souhaiterions inviter Louis-Jacques Suignard, un samedi en 2005-2006, peut-être : afin de proposer une séance de chant… une leçon de chant si vous voulez, mais plus cool ! Et bien-sûr, cette séance pourrait se solder par un concert, en soirée, de la part de l’excellent chanteur qu’est Louis-Jacques. Comme chaque année, Kalon Plouha proposera un Kig-ha-Fars des plus succulents. Si vous souhaitez avoir au plus vite des renseignements précis sur nos projets, vous pouvez nous écrire : à Francis, à Colette ou à Thomas Evel-just eo bet sinet ganeomp, kerkent ha kinniget deomp gant OFIS AR BREZHONEG, rak a-bouez-bras e seblant deomp bezañ : diskouez d’an holl hon eus c’hoant bras, a-gevret gant an 500 siner all, e vefe c’hoazh eus ar brezhoneg evel ur yezh vev virvidik e-mesk ar gevredigezh e Breizh er c’hentañ kantved warn ugent.A bep seurt aozadur a c’hell sinañ an emglev-mañ : pe e vefe ur gevredigezh sport pe sevenadurel, pe c’hoazh ur stal kenwerzh, pe, gwelloc’h c’hoazh, un embregerezh, ha me oar-me. An holl a vo degemeret mat ! Ha klevet e vo hor galv gant pennoù bras ar vro-mañ ? Spi hon eus alato !M’ho peus c’hoant d’ober kement all, pe da lakaat ho stal labour d’hen ober, pe ma anavezit unan bennak hag a vefe kontant da sinañ evit lavaret a-gevret ganeomp “YA D’AR BREZHONEG”, skrivit ‘ta da Ajañs Diorren an Ofis. Nous avons bien sûr signé l'accord dès que l'OFFICE DE LA LANGUE BRETONNE nous l'a proposé, car celà nous paraît capital : montrer au monde que nous tous, avec les 500 autres signataires, souhaitons ardemment que le breton subsiste au grand jour dans la société bretonne du 21ème siècle.Cet accord peut être signé par toute sorte d'organisation : qu'il s'agisse d'un club de sport ou d'une association culturelle, ou encore d'un commerce, ou, mieux encore, d'une entreprise, et bien d'autres. Tout le monde sera bien-venu ! Nos dirigeants entendront-ils notre appel ? C'est ce que l'on espère tout du moins !Si vous souhaitez en faire autant, ou encourager votre employeur à le faire, ou si vous connaissez quelqu'un qui serait prêt à signer pour dire avec nous “YA D’AR BREZHONEG” (OUI AU BRETON), écrivez donc à l'agence de développement de l'Office.